Rouantelezhioù an Hanternoz kozh, ma veve Taliesin, war-dro 550 – 650
Levr Taliesin, folio 13, 1868
Traoñienn ar stêr Eden, etre Appleby ha Penrith, a vije kreiz bro Urien Rheged hervez barzhoniezh Taliesin
Bez Taliesin, hervez ar vojenn

Taliesin (c. 534c. 599) zo ur barzh brezhonek (pe bredenek, gouez da lod) hag a veve en unan eus rouantelezhioù brezhon an Hanternoz Kozh, en ur vro a zo bet rannet etre Bro-Skos ha Bro-Saoz abaoe ar VIvet kantved. Miret eo bet e skridoù, pe un darn anezhe (unnek en holl), en un dornskrid krenngembraek anvet Levr Taliesin ; arabat eo droukveskañ gant Hanes Taliesin, ur skrid mojennel eus ar XVIvet kantved.

An anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzh-lez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur barzh-lez e ranke bezañ, ha kanet en dije e lez tri roue brezhon da vihanañ :

Met e-kichen ar barzh istorek ez eus ganet ivez un den mojennel, hanter barzh kembreat, hanter hudour, a zo bet kemmesket zoken gant Merzhin, ha lakaet da Benn Meur Barzhed Breizh, ha hennezh eo Taliesin Ben Beirdd .

Ar barzh hervez an istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn. Un nebeud elfennoù a c'haller dastum en e varzhonegoù avat.

En Historia Britonum eo meneget evel unan eus ar pemp barzh brezhon brudet ( war un dro gant Talhaearn Tad Awen, Aneirin, Blwchbardd, ha Cian Gwenith Gwawd ("Cian Gwinizh Kan"). Anv zo anezhañ ivez e-barzh Y Gododdinn barzhoneg Aneirin. Taliesin a veze gwelet en XIIvet kantved evel oberour un toullad mat a vojennoù .[1]

Ganet e vije Taliesin war-dro 534 ha marvet war-dro 599 hag e vije mab da Sant Henwg Llanhennock.
Bez ez eo unan eus ar Gentvarzhed, pe Cynfeirdd, da lavarout eo unan eus ar varzhed kentañ.
Splann eo n'eo ket bet savet e varzhonegoù e kembraeg, met e predeneg an hanternoz, ur yezh tost-kar d'ar c'hembraeg n'eus forzh penaos, ha ken tost-kar all da yezh ar Vrezhoned a oa o tivroañ war-du ar c'hreisteiz, da Vreizh tramor.
Hervez Historia Brittonum Nennius eo brasañ barzh Breizh e oa Taliesin hag e veve er memes amzerioù hag Aneirin. Met n'eo ket an hini kentañ meneget gant Nennius.

Kaoz a zo gantañ eus an trec'hadennoù war ar roue Ida Bernikia en emgann Argoed Llwyfain war-dro 547, e Gwen Ystrad etre 547 ha 560, e Menao, e Northumbria, war-dro 560.[1] En Hen Ogledd emañ an holl lec'hioù-se. Pa varvas Urien Rheged e teuas Taliesin da vout barzh e vab Owain mab Urien, an hini en devoa lazhet Ida.[1]

E oberenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unnek eus ar barzhonegoù miret a zo eus ar VIvet kantved hag a c'haller krediñ int bet savet gant ar barzh Taliesin[3].
Diskouez a reont e oa barzh e lez Brochfael Ysgithrog, a oa roue Powys war-dro 555, goude gant Cynan Garwyn, ha goude gant Urien, roue Rheged, ha goude c'hoazh gant e vab Owain mab Urien. Darvoudoù meneget gant ar barzh, evel Emgann Arfderydd (war-dro 583), zo anavezet ivez dre skridoù arall.

Taliesin ar mojennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIvet kantved e voe savet Hanes Taliesin (Istor Taliesin) gant Elis Gruffydd, ur soudard kembreat eus an arme saoz a oa o terc'hel kêr Calais, a oa d'ar Saozon d'an ampoent.
Er skrid-se eo kontet ganedigezh marzhus ar barzh Taliesin ha displeget peseurt galloudiezhioù hud a oa dezhañ. Troet e voe saozneg en XIXvet kantved gant Charlotte Guest hag embannet a-gevret gant ar Mabinogion.

Kavet e voe ar babig gant Elffin ap Gwyddno, mab da Gwyddno Garanhir, roue Ceredigion', a oa oc'h eogeta. Souezhet e voe o welout pegen gwenn e oa dremm ar paotrig ma estlammas: "Dyma Dal Iesin", da lavarout eo "Setu un tal skedus" ha Taliesin, goude bout anvet evel-se, a grogas da zibunañ barzhoniezh eus ar c'haerañ.
Hervez ar vojenn eta e oa lezvab da Elffin ap Gwyddno, hag a deuas da vout roue Ceredigion diwezhatoc'h. Hennezh eo a a roas dezhañ an anv Taliesin, "tal skedus". Hervez ar vojenn atav e vije bet desavet en e lez en Aberdyfi ha d'an oad a 13 vloaz ez eas da weladenniñ ar roue Maelgwn Gwynedd a oa eontr da Elffin, hag eno e tiouganas reizh penaos e oa Maelgwn da vervel e berr amzer.

Souezhet Elffin, hag eñ goulenn penaos e c'halle ur babig kaozeal. Ha Taliesin da respont adarre gant barzhoniezh.

E lez Maelgwn Gwynedd

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h, tapet e drizek vloaz gant Taliesin, edo Elffin e lez Maelgwn Gwynedd, hag eñ da lavarout e oa Taliesin gwelloc'h barzh eget e re, hag e wreg ur vaouez gwelloc'h eget ne vern pehini eus al lez. Ha sede Rhun, mab Maelgwn, da di Elffin da lubaniñ e wreg evit prouiñ ne oa ket gwir a lavare Elffin. Rhun a vezvas ar wreg hag a glaskas tennañ he gwalenn-eured diganti evit prouiñ ne oa ket feal. Elffin avat ne voe ket kendrec'het. Maelgwn neuze a c'houlennas digant Taliesin prouiñ e oa gwelloc'h barzh eget ar re en e lez. Taliesin a ziouganas neuze kouezhidigezh ar roue en e werzennoù tra ma ne c'halle barzhed ar roue nemet c'hoari gant o muzelloù ha babouzat. Neuze e voe tennet Elffin eus ar vac'h ma oa bet taolet.

Levezon hiriv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E saozneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 English Writers: An Attempt Towards a History of English Literature.
  2. Ifor Williams, Canu Taliesin (University of Wales Press, 1960), poem I.
  3. Hervez Ifor Williams.