Llyn Barfog, unan eus lec'hioù hentet gant an Afanc.
'Bedd yr Afanc' war Menez Preseli

An Afanc pe Addanc zo un euzhvil eus mojennoù Kembre. Hervez ar mojennoù e kemm e neuz: a-wechoù heñvel ouzh ur c'hrokodil, a-wechoù ouzh un avank, pe ur c'horrigan, pe un diaoul (cythraul) . Emañ o chom en ul lenn, pe ur vougev.

Lec'hioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Llyn Llion, Llyn Barfog, e-tal Pont Brynberian, ha Llyn yr Afanc, e-tal Betws-y-Coed. Hag ivez 'Bedd yr Afanc' war Menez Preseli.

Mojennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un euzhvil e oa an Afanc ha lammat a rae gant an dud dievezh a dostae d'al lennoù ma veve.

E mojenn  Peredur fab Efrawg, eus Llyfr Gwyn Rhydderch ha Llyfr Coch Hergest, emañ an "Addanc" o chom en ur vougev nepell diouzh palez ar roue. Tri mab d'ar roue a vez lazhet gant al loen bemdez. Ul lec'h anvet 'Bedd yr Afanc' (Bez an Avank) zo war Menez Preseli, ma vije bet lazhet.

Iolo Morganwg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vojenn zo bet kontet gant Iolo Morganwg diwar-benn un avank

An anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar mammennoù e kaver meur a stumm d'an anv. An avanc eo a oa o chom e Llyn Barfog, hag afanc a reer hiriv eus ul loen all.

Afanc eo an anv hiriv peurliesañ[1].

Daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geiriadur Prifysgol Cymru (University of Wales Dictionary), vol.