Preder zo un ti-embann brezhonek bet krouet da-heul ar gelaouenn gant ar memes anv e 1958 gant Guy Étienne ha Pêr Denez evit embann levrioù-deskiñ ha skiantel. Guy Étienne, mezeg, geriadurour ha barzh, o implj al lesanv Abanna, a voe an oberour pennañ. Lec'hiet eo an ti-embann kevredigezhel e Ploveilh. Mikael Coic ha Yann-Baol an Noalleg a ra war e dro di abaoe meur a vloavezh.

Ar gelaouenn

Ur gelaouenn trimiziek, ha goude daouviziek, diwar-benn ar brederouriezh, ar yezhoniezh vrezhonek hag an dermenoniezh e voe Preder da gentañ. E deroù ar bloavezhioù 70 ez eas da vezañ un ti-embann heñvelanvet ken e c'hellas tapout yalc'hadoù[1].
238 embannadenn a voe aet er maez etre 1958 ha 2022, lod dindan istitloù a yae d'ober ur stirad ha darn anezho a zo levrioù evit gwir. Isrummoù a voe e-kreiz an heuliadenn : Dafar, Tonkad, Areizh ha Lavar. Chomet eo bev c'hoazh ar stirad Lavar a vez embannet dizingal hag a bled gant yezhoniezh, termenadurezh, met ivez prederiadennoù en dro d'ar c'homz brezhoneg, d'an emsav, pe c'hoazh da ziskiblezhioù kalvezel, en o zouez ar jedoniezh pe ar brederouriezh.

Roll titloù ar gelaouenn

Eus 1 da 100

Eus 101 da 200

Goude 2000

Titloù all

An ti-embann

Reteradur an embann

E-touez ar palioù en doe Gi Étienne e voe sevel geriadurioù arbennik evel hini ar vezegiezh hag ar skiantoù all. Pa voe studier medisin en doe troet ar "recueil d'anatomie" galleg-latin e brezhoneg hag e lakaas anezhañ da vezañ embannet e tri rann dindan titl Geriadur a gorfadurezh. Pelloc'h e lakaas war ar stern ur Geriadur ar Vezekniezh e 14 rann hag ec'h embannas anezhañ eus 2007 da 2022.
Mont a reas frankoc'h dave ar reteradur pa reas bod da Geriadur istorel Roparz Hemon a zeuas er maez e 45 ermaeziadenn ken abred ha 1960 hag ar rann diwezhañ embannet dalif[2].
Labouret en doe gant Youenn Olier ha Pêr Denez betek 1974 ha ez eas pelloc'h war dachenn ar yezhoniezh hag e teuas a-benn da vodañ ur rouedad laosk a dud prederiet gant goveliañ gerioù nevez evit bastañ ezhommoù ur yezh skiantel ha kelennadurel. Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh (KIS) a voe graet eus ar skipailh-se a gaver e genskrivadurioù e stirad ermaeziadennoù Lavar (1-20 eus 1966 da 2020). Eno e weler ar wellañ yezhoniourien brezhoneg o eskemm anaoudegezhioù ha menoioù evit krouiñ ar brezhoneg arnevez. Dre vras e kendalc'has Gi Étienne gant raktres adpiaouiñ gerioù dic'hizet ha klask gwriziennoù nevez er yezhoù keltiek kozh pe gempred[3].

Embannadurioù

Embannet ez eus geriadurioù brezhonek arbennikaet diwar-benn prederouriezh, skiantoù... dreist-holl. Brudet eo embannadurioù Preder dre ma kinnigont nevezc'herioù, a vefe savet, a-hervez, diwar gwriziennoù keltiek hepken. Peder zachenn labour o deus :

  1. Al labourioù termenadurezh
  2. Ar geriadurioù arbennikaet
  3. An oberennoù skol ha skol-veur
  4. An troidigezhioù


Liamm diavaez

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. Véronique Mosser, L'éditeur Preder, à Plomelin, fait vivre la langue breton. E-barzh Ouest-France, 23 Here 2019.
  2. Hervez ur test e voe reizhet ar rann-se gant Roparz Hemon pa voe war e wele-ospital just a-raok e varv e 1978.
  3. Meneget gant Mikael Coic : Véronique Mosser, L'éditeur Preder, à Plomelin, fait vivre la langue breton. E-barzh Ouest-France, 23 Here 2019.