Ur barzh-lez zo ur barzh ofisiel e lez ur priñs pe roue, karget da ganañ meuleudi d'ar priñs ha d'e diegezh ha da sevel barzhonegoù hervez c'hoant ar priñs a vag hag a bae anezhañ. Kement-se a c'hoarveze e Kembre hag Iwerzhon ar Grennamzer, ha Taliesin a zo ur skouer anezho. Roud a gement-se a gaver e Breizh ivez.
Kanet en dije Taliesin e lez tri roue brezhon da vihanañ :
Padet e vije an hengoun e Kembre betek dibenn ar Grennamzer.
Modernaet eo bet an hengoun gant krouidigezh ar garg Bardd Cenedlaethol Cymru (Barzh Broadel Kembre).
E broioù zo e komzer eus barzh loreet, evel en Italia gant Albertino Mussato ha Francesco Petrarca a voe kurunennet gant lore hervez ur c'hiz a vije bet en Henamzer.
Hiziv ez eus broioù ma 'z eus bet krouet ar garg a varzh ofisiel (Poet laureate e saozneg), evel ar Rouantelezh-Unanet.