- Meur a zen, ha merc'hed dreist-holl, zo bet anvet Ida.
Ida († 559 pe 560) mab da Eoppa, a oa kentañ roue Bernikia, ur rouantelezh angl e reter Enez Vreizh, adalek 547. Gantañ e vije bet savet kreñvlech Bamburgh.
Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa mab da Eoppa, a oa mab da Esa, fa oa mab da Ingwi, a oa mab da Angenwit, a oa mab da Aloc, a oa mab da Bernic (diwar an anv-se eo e teu an anv Bernikia), a oa mab da Brond, a oa mab da Bældæg, a oa mab da Woden, hendad an holl rouaned angl-ha-saoz hervez an hengoun, par d'an doue Odin.
En Historia Brittonum, gant Nennius, §57, e lenner anv e rouanez, ha hini e bevarzek mab (pa lavarer en doa bet daouzek)
- But Ida had twelve sone, Adda, Belric Theodric, Thelric, Theodhere, Osmer, and one queen Bearnoch, Ealric. [...] For he also had seven sons, Eanfrid, Oswald, Oswin, Oswy, Oswudu, Oslac, Offa. (Source: (en) https://web.archive.org/web/20090727195712/http://www.fordham.edu/halsall/basis/nennius-full.html) War e lerc'h e renas ur mab all dezhañ, unan ha n'eo ket meneget er roll-se, anvet Glappa. Ethelric zo meneget er C'hronik angl-ha-saoz (s.a.a. 593E, 670A, 685A), evel mab da Ida. Ocga zo ur mab all c'hoazh, meneget ivez ( C'hronik angl-ha-saoz, s.a. 731A).
En XVIIIvet ha XIXvet kantved e kavas da istorourien zo, evel Lewis Morris, e oa Ida ha Fflamddwyn ar memes den. Ar Fflamddwyn-se a zo bet meneget evel ar roue angl a vrezelie ouzh Urien Rhegedhag ouzh e vab Owain, an hini en lazhas.
- Nennius, Historia Brittonum, §§50, 56, 57, 61, 63.
- Chronique Anglo-Saxonne, s.a.a. 547, 560, 593E, 670A, 685A, 731A.
- Beda Venerabilis, Histoire Ecclésiastique, ch. XXIV, s.a. 547.
Rouaned Bernikia |
---|
|
Ida (547–559) •
Glappa (559–560) •
Adda (560–568) •
Æthelric (568–572) •
Theodric (572–579) •
Frithuwald (579–585) •
Hussa (585–593) •
Æthelfrith (593–616) •
Edwin (616–632) •
Eanfrith (632–633) •
Oswald (634–641) •
Oswiu (641–654)
|
|