Bro an IsarciHanternoz Italia hervez an 'Historical Atlas, gant an Isarci e penn biz ar Gallia Transpadana
An Isarci a oa ur bobl eus an Alpoù, en Henamzer, er Val d'Isarco, etre ar Breuni hag ar Venostes.
Trec'het e voent gant ar jeneraled roman Drusus an Henañ ha Tiberius etre ar bloazioù -16 ha -15 e-pad aloubadeg Raetia.
Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, savet war-dro 7 ha 6 kent JK, en enor d'an impalaer Augustus, e-touez anvioù ar pobloù trec'het gantañ.
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)