Ar g-Catalauni a oa ur bobl geltiek e Galia hag a roas o anv da gêr Châlons-en-Champagne. Dont a ra o anv eus ar gerioù galianekcatu, « kad », hag alauno « skedus », dre ma lavarent bezañ « skedus en emgann ». Neo ket sur e oant ur skourr kar d'ar g-Catuvellauni, ur bobl vrezhon en Enez Vreizh.
Bez ur pennbrezel, e Châlons, beziet war e garr. Kavet e 1901.
O c'hêr-benn a oa anvet Civitas Catalaunorum pe Catalaunum, aet da Châlons. Moarvat e oa suj pobl ar g-Catalauni d'ar Remi, ur bobl amezek, en hanternoz dezho, hag o oa Durocortorum o c'hêr-benn.
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)