An Anauni a oa ur bobl hag a oa o chom en Alpoù er Val di Non e Trentino. O c'hêr-benn e oa Ἀναύνιον Anaunion, Anaunium e latin, anvet Nanno hiziv, meneget gant Ptolemaios[1].

Krediñ a c'haller e voe sujet an Anauni gant Roma er I kantved kent JK, marteze a-raok an troiadoù-brezel kaset dindanAugustus gant Drusus an henañ ha Tiberius da aloubiñ Raetia hag an Alpoù, e 16 ha 15 kent JK.

N'eo ket meneget o anv en Tropaeum Alpium, ar monumant roman savet e 7-6 kent JK e Turbia da lidañ trec'h an impalaeriezh roman war bobloù an Alpoù, pa'z eo meneget ar Genauni. Krediñ a reer e c'hallent bezañ ar memes pobl.

E 46 e voe roet ar geodedelezh roman gant an impalaer roman Claudius d'an Anauni, d'ar Sinduni ha d'an Dulliassi.

Pennad kar

Levrlennadur

Liamm diavaez

Notennoù

  1. Ptolemaios, Geographia, III, 1, 32