Hen bobloù Iberia war-dro 200 kent JK.
Conventus Asturum
Ar meuriadoù kantabr : war ar gartenn emañ an Astured (Asturi war ar gartenn) er c'hornôg.

An Astured[1] (αστυρων e gregach, gant Strabon; astures[2] en latin) a oa Kelted ha rak-Kelted (Keltibered) eus gwalarn ledenez Spagn, e Hispania Tarraconensis da vare an impalaeriezh roman.

Daou rumm, a lavared, a oa anezho : an Astured treuzvenez a veze graet eus re an arvor, an Astured Aogustan eus re an argoad.

Mengleuzioù niverus a oa en o bro, ma tennent aour. Brudet e oa o c'hezeg (anvet asturked). troet e oa an dud gant ar brezel. Hervez Isidoro Sevilla e teue o anv eus ar stêr Asturia, a vefe pe an Órbigo e León, pe an Esla.

E -25 e voent trec'het gant Augustus, e-kerzh ar brezelioù kantabr, war lez ar stêr Astura.

Bro an Astured

En o zachennad edo an douaroù zo aet d'ober Asturiez a hiriv, proviñs León, er c'hornôg d'ar stêr Esla, ha hanternoz proviñs Zamora en hanternoz d'ar stêr Duero ha kornôg an Esla, hag ivez, e Galiza, reter proviñs Lugo ha proviñs Ourense hag un darn eus distrig Bragança, e Trás-os-Montes e Portugal, pezh zo bet anvet Asturia.

Meuriadoù ha kêrioù

Hervez Plinius e oant 240.000 rannet entre 22 veuriad, met n'eus bet miret nemet 12 eus an anvioù-se : Lanciatis, Brigaecinis, Bedunensis, Orniacis, Lungonis, Saelinis, Superatis, Amacis, Tiburis, Egurris pe Gigurri, Paesicis ha Zoelais.

o c'hêrioù e oa Lancia (Villasabariego – León), Asturica (Astorga – León), Mons Medullius (Las Medulas? – León), Bergidum (Cacabelos, e-kichen Villafranca del Bierzo – León), Bedunia (Castro de Cebrones – León), Aliga (Alixa? – León), Curunda (Castro de Avelãs, Trás-os-Montes), Lucus Asturum (Lugo de Llanera – Asturias), Brigaetium (Benavente – Zamora), ha Nemetobriga (A Pobra de Trives – Ourense), a oa ur greizenn relijiel.

Relijion

An darn vrasañ evel al Lugones, a azeule an doue Lugh, ha doueed all evel Taranis ha Belenos.

Hêrezh

Rouantelezh Asturiez,war-dro 910, dindan ar roue Alfonso III Asturiez, (848 – 910)

Chomet eo o anv en hini Rouantelezh Asturias hag en hini kêr Astorga.

Levrlennadur

(fr)
(en)
(es)

Notennoù

  1. Atlas ar bed keltiek, M. Bodlore-Penlaez, E. Chartier-Le Floc'h, D. Kervella, Coop Breizh, 2014, p. 33
  2. Astures en Epitome Rerum Romanorum, gant Florus : [1]

Liammoù diavaez