Ar vro annezet gant an Dobunni

An Dobunni a oa ur bobl vrezhon eus kreisteiz Enez Vreizh, a-raok aloubadeg ar vro gant ar Romaned. En em astenn a rae ar vro annezet ganto war ar pezh a zo bremañ Gloucestershire, kontelezh Bristol ha tammoù eus Somerset, Herefordshire, Oxfordshire, Worcestershire. Da vare an Impalaeriezh roman e oa Corinium Dobunnorum (Cirencester) o c'hêr-benn.

En-dro dezho e oa pobloù all : Cornovii ha Corieltauvi en hanternoz, Catuvellauni er reter, Atrebates ha Belgae er c'hreisteiz, Silures hag Ordovices er c'hornôg. Skeiñ a raent pezhioù arc'hant. Diwar o roudoù e c'haller soñjal e oa rannet o bro e div lodenn, bet unanet a-wechoù dindan ur roue hepken. War a seblant ne oa ket an Dobunni ur bobl vrezelgar ha ne glaskjont ket stourm kalz ouzh ar Romaned.

Anv

Rivet & Smith, p. 339-340