Amazing Stories, ar c'hentañ kelaouenn skiant-faltazi amerikan

Ar skiant-faltazi (berradur: SF) a zo un doare danevellañ, el lennegezh hag er sinema dreist-holl, diazezet war ar pezh a c'hallfe bezañ an amzer da zont ha bedoù dianav (planedennoù a-bell, bedoù kenstur, beajoù en egor, spesadoù speredek all, ha toud), diwar an anaoudegezhioù a-vremañ (er skiantoù, en teknologiezhioù, en ethnologiezh, ha kement zo).
Hervez Lester Del Rey, ar skiant-faltazi zo diazezet, evit ul lodenn vras, war ar fed da skrivañ en un doare poellek diwar-benn traoù a c'halffe bezañ.
E kenarroud an istor, e elfennoù faltaziek a c'hall bezañ anezhe hervez al lezennoù termenet gant ar skiant pe hervez lezennoù eus an natur zo goulakaet gant ar skiant (daoust ma c'hall lod eus elfennoù un istor bezañ poelladoù penn-da-benn).
Diazezet eo hanter war ar skiant ha hanter war ar faltazi.

Gwellañ perzh ar skiant-faltazi a zo reiñ frankiz da ijin ar skrivagner, ar gwashañ a zo distagañ an dud diouzh ar gwirvoud. Ar perzhioù mat ha fall-se a vez kavet gant meur a hini ivez er c'hoarioù elektronek, en drammoù, pe er Genrouedad.

Disheñvel eo diouzh ar moliac'h a zo diazezet war elfennoù dreistnaturel ha deus ar faltazi a implij kentoc'h an hudouriezh ha sevenadurioù tost da re hon amzer dremenet.

Istor

N'eo ket aes termeniñ ar skiant-faltazi el lennegezh pa eo ret gwelout petra eo ar skiant evel e vez komprenet hiziv. Kalz a zanevelloù gant fedoù ijinet er-maez ar beziadoù abaoe an Henamzer, ar re goshañ skrivet gant Lukian Samosatad er Patrom:4vet kantved ha dastumet en "Istor gwir". Pelloc'h e kaver meur a diaraoger

Koulskoude e kav istorourien ar gennad lennegel pouezañ war ezvezañs ar skiant modern staliet war pennaennoù resis ha gwiriadus. Diouzh-se e teu brud Mary Shelley pa skrivas Frankenstein,e 1818, un danevell o tennañ da grouidigezh un den diwar ur c'horf marv gant ur mezeg implijet araezadoù skiantel gantañ. Pelloc'hig e kaver Edgar Allan Poe (1809-1849), pa embannas Abadenn dibar ur Hans Pfaall bennak, 1835 ha Charlemagne Ischir Defontenay (1819-1856), Star ou Ψ de Cassiopée, 1854.
E-barzh eil hanter an Patrom:19vet kantved e reas berzh bras an Naonedad Jules Verne gant e romantoù a zispake mekanikoù den ne voe o ijin anezho en araok.


ar Saoz H.G. Wells pe Isaac Asimov ha Dan Simmons.


Levrlennadur

Levrlennadur e brezhoneg

Liammoù diavaez


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.