Georges-Jean Arnaud, Georges-Camille Arnaud e anv gwir (Saint-Gilles-du-Gard, Camarga, Gard, 3 a viz Gouere 1928 – La Londe-les-Maures, 26 a viz Ebrel 2020) a oa ur skrivagner gall.

E 1952, pa oa 24 bloaz ha gant e amzer-soudard, e skrivas e romant-polis kentañ, Ne tirez pas sur l'inspecteur, dindan an anv-pluenn "Saint-Gilles" abalamour da verzh bras ar romant brudet Le salaire de la peur gant Henri Girard (1917-1987), a oa sinet "Georges Arnaud" (1949) ; er bloaz-se end-eeun e voe deroet dezhañ ar Prix du Quai des Orfèvres gant an ti-embann Fayard. Un dek romant bennak a embannas betek 1960, ar bloaz ma'z eas da skrivagner a-vicher dindan e anv gwir.

Goude bezañ chomet war steuñvennoù klasel ar romantoù polis betek 1965, hogen gant e stil dezhañ, e skrivas war tachennoù all : an ekologiezh pa savas enep an energiezh nukleel[1] hag ar politikerezh, enep ar frankoouriezh[2], ar boureverezh e-kerzh Brezel Aljeria[3], an naziegezh hag an enepyuzevegezh[4].

E 1971, pa oa 33 bloaz, ez embannas er rummad Anticipation e ti Fleuve Noir e romant skiant-faltazi kentañ, Les Croisés de Mara, a oa lodenn gentañ an trifezh La grande séparation[5]. Tremen 400 romant en deus skrivet abaoe, war c'hwec'h tachenn lennegel : erotegezh, moliac'h, polis, rannvroelouriezh, skiant-faltazi, spierezh ha spont.

Pemzek anv-pluenn en deus arveret evit sinañ e romantoù : G.-J. Arnaud (277), Gino Arnoldi (6), Gil Darcy (21)[6], Armand De Chevilly (3), David Kyne (1), Frédéric Mado (5), Lilas Marny (2), Manuel Mathias (1), Georges Murey (14), Pierre Rabeau (1), Georges Ramos (8), Saint-Gilles (18), Laure de Sevetan (2), Ugo Solenza (49) hag Osman Walter (2).

Brudet eo e stirad skiant-faltazi La Compagnie des glaces (63 levrenn e ti Fleuve Noir, sinet "G.-J. Arnaud").

Skiant-faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istorioù berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arnodskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bannoù-treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Senarioour bannoù-treset eo bet G.-J. Arnaud ivez.

Filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a oberenn gant G.-J. Arnaud zo bet azasaet evit ar sinema pe ar skinwel.

Sinema
Skinwel

Enorioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. La dalle aux maudits, 1974 ; Plein la vue, 1976 ; L'Enfer du décor, 1977 ; Brûlez-les tous !, 1978.
  2. Tatouage, 1967
  3. Basse besogne, 1972
  4. Ils sont revenus, 1973 ; Spoliation, 2000
  5. (en) 'The Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 22/02/2023.
  6. Un anv-pluenn rannet etre un dek skrivagner bennak eo "Gil Darcy" ; 21 levr er stirad spierezh Luc Ferran zo bet sinet dindan an anv-se.
  7. Er bloaz 2000 e voe embannet al levrenn niv. 62.
  8. E : Conrad, Daniel (rener). De minuit à minuit – Vingt-sept voyages au pays de l'angoisse. Paris : Fleuve Noir, 2000, pp. 119-146 (ISBN 978-2-265-07006-6)
  9. E : Duguël, Anne (renerez). Secrets de famille. Noisy-le-Sec : Éditions Malpertuis, 2008, pp. 35-48 (ISBN 978-2-917035-04-7)
  10. E : Hogan, James Patrick & Rey, Pierre-K. (renerien). L'assassin habite au XXe siècle. Paris : Londreys, 1988, pp. 259-262 (ISBN 978-2-904184-59-8)
  11. (fr) 'Palmarès du Prix du Quai des Orfèvres'. Kavet : 22/02/2023.
  12. (fr) 'Palme d'Or du roman d'espionnage'. Kavet : 22/02/2023.
  13. (fr) 'Palme d'Or du roman d'espionnage'. Kavet : 22/02/2023.
  14. (fr) 'Grand prix de la science fiction française'. Kavet : 22/02/2023.
  15. (fr) 'Prix Apollo 1988'. Kavet : 22/02/2023.
  16. (fr) 'Prix RTL grand public'. Kavet : 22/02/2023.