Jerome Bixby
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhDrexel Jerome Lewis Bixby Kemmañ
Anv-bihanJerome Kemmañ
Anv-familhBixby Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Gen 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLos Angeles Kemmañ
Deiziad ar marv28 Ebr 1998 Kemmañ
Lec'h ar marvSan Bernardino Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Michersenarioour(ez), skrivagner, skrivagner skiant-faltazi, romanter Kemmañ
Deroù ar prantad labour1949 Kemmañ
Oberenn heverkIt's a Good Life, Star Trek, The Man from Earth Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
E niverenn miz Kerzu 1963 Worlds of Tomorrow e voe embannet The God-Plllnk

Drexel Jerome Lewis Bixby (Los Angeles, 11 a viz Genver 1933 – San Bernardino, 28 a viz Ebrel 1998) a oa ur skrivagner stadunanat war dachenn ar skiant-faltazi. Evit ar skinwel hag ar sinema e skrivas ivez.

Buhez

Goude bezañ bet ur soner piano klasel e voe rener an embann e meur a gelaouenn etre ar bloavezhioù 1949 ha 1951 : Jungle Stories (Diskaramzer 1949 – Nevezamzer 1951), Planet Stories (Hañv 1950 – Du 1950), Sheena (Nevezamzer 1951) ha Two Complete Science-Adventure Books (Goañv 1950 – Hañv 1951).

Pa zivizas Planet Stories embann ur gelaouenn nevez, Two Complete Science-Adventure Books, ma vefe daou romant bewech e lakaas Jerome Bixby da ober war-dro an teir niverenn gentañ, ouzhpenn d'e labour e Planet Stories. War an hevelep patrom ec'h aozas Two Western Romances, a voe adanvet 2 Western-Action Books e 1951. A-stur gant an div gelaouenn-se e veze embannet bannoù-treset renet gant J. Bixby, a skrive evito ivez.

Ul livour e oa Jerome Bixby ivez : teir skeudenn aozet gantañ a voe embannet e 1949, [1952]] ha 1954.

E istor berr It's a Good Life (1953) a voe azaset evit ar stirad skinwel The Twilight Zone hag adkemeret er film heñvelanvet e 1983.

E 1958 e skrivas senario ar film It! The Terror from Beyond Space.

Gant Jerome Bixby e voe skrivet peder rann eus ar stirad Star Trek er bloavezhioù 1960 ; en hevelep mare e skrivas senario ar filmThe Fantastic Voyage (1966) hag e oberenn diwezhañ, The Man from Earth, a echuas e miz Ebrel 1998, nebeut amzer kent mervel ; e vab Emerson Bixby a genderc'has ar film heñvelanvet e 2007.

D'an 28 a viz Ebrel 1988 e varvas Jerome Bixby diwar un taol-kalon, d'an oad a 75 vloaz.

Oberennoù

Lennegezh

Romantoù
Istorioù berr
Dastumadoù

2015 (d.) : The 18th Golden Age of Science Fiction Megapack

Levrioùigoù (dalif)

Livouriezh

Diabarzh

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Sinet « Jay B. Drexel » ivez.
  2. Sinet « Jerome D. Bixby ».
  3. Sinet « D. B. Lewis ».
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Sinet « Harry Neal » ivez.
  5. A-gevret gant Raymond Z. Gallun.
  6. A-gevret gant James Blish.
  7. A-gevret gant Joe E. Dean.
  8. A-gevret gant Algis Budrys ; sinet « Alger Rome ».
  9. Sinet « Jerry Bixby » ivez.
  10. Adembannet e 1974 dindan an titl Call for an Exorcist.
  11. Sinet « Bixby », e Planet Stories, Diskaramzer 1949, p. 43.
  12. E Startling Stories, miz Eost 1952, p. 141.
  13. E Fantastic, miz Eost 1954, p. 104.