Mikael Madeg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanMikael Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Gen 1950 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCourbevoie Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ

Mikael Madeg, ganet e Courbevoie (korn-bro Pariz) d’ar 4 a viz Genver 1950, zo ur skrivagner brezhonek ha gallek, puilh e oberennoù. Troet eo kalzik gant sevenadur Arvor Bro-Leon ha studi buhez Arvoriz.

Mikael MADEG

E vuhez

Ganet eo Mikael Madeg e Courbevoie (e-kichenik Pariz) d’ar 4 a viz Genver 1950. E dad a oa ganet e Breizh, e Landivizio (ganet e 1922) hag e vamm 'zo ganet e Belgia, dezhi un tad eus Normandi. Kregiñ a reas Mikael Madeg da zeskiñ brezhoneg d'e 17 vloaz, pa oa o chom e Taverny, e bro-Bariz. Heuliet en doa "skol dre lizer" Visant Seite, ha prestik goude'oa aet e-barzh Al Leur Nevez.

Desket en deus ivez kembraeg e Kembre, m'eo bet o chom 'pad daou vloaz, e Bethesda ha Bangor, ha gouezeleg Bro-Skos e Bro-Skos, dreist-holl e Sgitheanach. Gouzout a ra esperanteg ivez. Bet eo bet skoliad en ENS St Cloud hag aet da gelenner saozneg war-lerc'h. Kelennet en deus tri bloavezh e Normandi e-lec'h oa o chom bepred war ar maez, e Loudieg ha neuze oa o chom e Bro-Gwened (Gweltaz), er C'hastellin, ma kelenne brezhoneg, hag erfin saozneg adarre e Brest. Sevenet en deus div zoktorelezh, unan diwar-benn lesanvioù brezhonek Bro-Leon hag eben diwar-benn anvioù kêriadennou Bro-Leon. Abaoe 1983 emañ o chom war ar maez, e Sant-Tounan, e Bro Leon.

Skrivagner

Ouzhpenn e labourioù lennegel niverus (barzhonegoù, met dreist-holl danevelloù ha romantoù) ez eus embannet un toullad eus e oberennoù studi hag enklask diwar-benn al lesanvioù (e Breizh, e Kembre, e Normandi hag e Bro-Skos) ha lec'hanvadurezh Bro-Leon, pe ivez war temoù all: ar bezhin, ar c'hleuzioù, hag an divyezegezh abred, na pa ve ken.

Diwar e genlabour gant Per Pondaven ha Yann Riou ez eus bet embannet tro 20 000 lec'hanv eus Arvor Leon, distagadur, lec'hiadenn hag all: frouezh ugent bloavezh a enklaskoù e-touez an dud.

Anavezet eo bet Mikael Madeg er bloavezhioù dek ha-tri ugent pa oa deuet da Vro-Leon da bourmen e galite emsaver da gentañ, ha diwezhatoc'h da chom da vat. Plijout a ra kalz dezhañ ar brezhoneg ha tik eo gant ar rannyezhoù, dreist-holl. E-kerzh an hañvezh 2006 e oa bet embannet e 100vet oberenn, hag e penn kentañ 2012 ez eus pelloc'h 142 ditl en e "levrlennadur".

Roll levrioù

Setu un nebeud oberennoù gant Mikael Madeg,skrivet pe troet gantañ, pe c'hoazh kensavet gantañ; an darn vrasañ anezho a zo bet embannet gant Emgleo Breiz ha muioc'h mui gant Embann Kêredol, e embannerez .

E brezhoneg

Danevelloù

Romantoù

E galleg

Liesyezhek

Kenlabour