Ur gemened a oa, e Breizh er Grennamzer, un tamm douar a oa bet fiziet en un aotrou. En testennoù kozh e veze troet ar ger brezhonek-se gant ar ger latin commendatio. Moarvat eo kar d’ar verb brezhonek « kemenn ».

Ne gaver ket ar ger-se ken e brezhoneg bremañ, nemet en un nebeud anvioù-lec’h evel Kemeneven pe ar Gemene. E meur a gorn eus Breizh e oa kemenedoù avat. E Diellevr Redon e veneger unan a oa en-dro da Josilin. En un akta eus 1208 e reer anv, e Kerne-Izel, eus « pemp parrez ar Gemened : Pluguen, Ploveilh, Plogastell, Ploneiz ha Penharz ». Un tamm brud o deus bet, en istor, Kemened Gwegan en-dro d’ar pezh zo anvet ar Gemene bremañ, Kemened-Hevoù («Kemened-Heboe») e korn-bro an Henbont, ha Kemened-Ili e-kreiz Bro-Leon.

E Kembre e oa un dra heñvel ivez er Grennamzer, anvet cwmwd.

Levrlennadur