Pajenn eus diellevr Redon (Karta 378 ar 15 a viz Genver 895 a veneg Keuric, Aotrou Marzhan).

Diellevr abati Redon zo un dastumad kartaoù a ya eus fin an VIIIvet kantved betek an XIIvet kantved hag a zo a-bouez-bras evit Istor Breizh. Miret eo diellevr Redon e Diellaoueg istorel eskopti Roazhon hag adembannet eo bet div wezh, e 1863 hag e 1998-2004 (sellet ouzh al levrlennadur).

Un dastumad aktaoù perc'henniezh

Kavout a reer el levr-se eilennoù gwiriet eus titloù perc'henniezh Abati Sant-Salver Redon war he font. Diazezet e oa bet ar manati e Redon (e departamant Il-ha-Gwilun hiziv) e 832 gant Konwoion dindan gwarez Nevenoe, Roue Breizh. Kroget e oad gant ar gwiriekadur en eil hanterenn an XIvet kantved, dindan an abad Aumod (1062-†1083)[1],[2]. Daou eus an eilskriverien o deus skrivet o anv : Judikael ha Gwegon[3].

En diellevr ez eus 391 akta e latin, war 147 parchenn, dezhe 375 mm uhelder ha 275 led[4]. Skrivet eo an anvioù e henvrezhoneg, re an testoù niverus a gaver e traoñ pep akta peurgetket.

Tennañ a ra ar c'hartaoù d'an domanioù pe d'an douaroù un tamm e pep lec'h e Breizh. Un niver bras anezhe a denn da vadoù a zo bodet e traoñienn ar Gwilun, e reter ar Morbihan a hiziv hag e kornôg al Liger-Atlantel a vremañ.

Talvoudegezh istorel

An teul-mañ zo ur vammenn a ditouroù a-bouez-bras evit anavezout istor Breizh er Grennamzer, er Grennamzer uhelañ peurgetket, hag ivez he zoponimiezh hag an anvioù-familh eus ar vro. Ar meneger savet gant ar yezhoniour Bernard Tanguy a vod 2100 anv den hag 800 anv-lec'h, hep kontañ an adstummoù[2].

Diellevr bihan Redon

Un teul all a vez anvet a-wezhioù "Diellevr bihan Redon". N'eus ennañ nemet teir follenn diwar ar 14 a oa c'hoazh e 1840. Dastumet e oa bet en eil hanterenn an XIIvet kantved. Miret zo unan eus ar follennoù e maerdi Redon, hag an div all e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall[8].

Mammennoù

Notennoù

  1. À propos des cartulaires, l'exemple du cartulaire de Redon, Louis Goulpeau
  2. 2,0 ha2,1 Ouest-France, Cartulaire de l'Abbaye de Redon
  3. Hubert Guillotel, André Chédeville et Bernard Tanguy, Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - levrenn I ; Roazhon, emb. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes Dol et Saint-Malo, 1998, p. 15
  4. Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336
  5. Jean-Marie Ploneis, L'identité bretonne : l'origine des noms de personnes, ed. du Félin, Paris, 1996, p. 67.
  6. Jean-Pierre Brunterc'h, Hubert Guillotel, Bernard Tanguy et al., Cartulaire de l'abbaye Saint-Sauveur de Redon - tome II ; Rennes, ed. Association des Amis des Archives historiques du diocèse de Rennes, Dol et Saint-Malo, 2004, p. 106
  7. Ploneis, op. cit., p. 71 ha Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, ed. Gisserot, Paris, 2000, p. 92.
  8. Hubert Guillotel, Cartulaires bretons médiévaux, in Les cartulaires. Actes de la table ronde organisée par l'École nationale des chartes ; P., École des chartes et Genève, Droz, 1993, p. 336-337

Levrlennadur

Embannadurioù

Studioù

Liammoù diavaez