Job Jaffre
Job Jaffre
Job Jaffre d'an 28 a viz C'hwevrer 1942
Anv ofisiel Joseph-Marie Jaffré
Anv pluenn Jos Pempoull, Mabedad
Obererezh Skrivagner, kazetenner
Ganedigezh e 1906
e Berne, e Breizh Breizh
Marv e 1986
e Alre, e Breizh Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg

Joseph-Marie Jaffré, lesanvet Job Jaffre, pe c'hoazh Jos Pempoull, ganet e 1906 e Berne ha marvet e 1986 en Alre, Mabedad e anv-pluenn, zo ur c'hazetenner breizhat hag ur skrivagner brezhonek hag en deus skrivet e-barzh L'Heure Bretonne ha La Liberté du Morbihan.

E vuhez

D'ar 6 a viz Mae 1906 e voe ganet Job Jaffre en un tiegezh labourerien-douar, en ur gêriadenn anvet Manepil e kumun Berne, war lez lenn ar Pont-Kalleg. Bet eo er skol e Karnasen a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet Ar en Deulin gant Yann-Bêr Kalloc'h. Un dizoloadenn e voe ar skrid-se evitañ.

Da 16 vloaz e krogas Job Jaffre da genlabourat gant Loeiz Herrieu er gelaouenn Dihunamb. Dianav e oa e anv-pluenn d'ar mare-se gant an dud.
Mont a reas da skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont d'an arme. goude e labouras e korn Pariz.

E 1931 e tistroas da Vreizh, d'an Oriant, da labourat er gazetenn bemdeziek Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.

Strollad Broadel Breizh

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. E miz Kerzu 1940 ez eas kuit eus ar gazetenn Le Nouvelliste du Morbihan, rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn genlabourerezhour L'Heure Bretonne.
Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet er gazetenn-se, evel À la porte les Juifs & les enjuivés, a embannas d'an deiz goude skrapadeg ar Vel' d'Hiv a c'hoarvezas d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Gouere 1942, hag eñ rener L'Heure Bretonne.
Goude-se e voe kelaouenner er gazetenn La Liberté du Morbihan ma tifennas sevenadur Breizh.

Goude an Eil Brezel-bed

E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 mizvezh ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ.
Kazetenner e voe adarre e 1955 e La Liberté du Morbihan, ma voe lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Betek 1973 e chomas kazetenner eno. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep Gwener e skrivas e bennad Etrezomp e brezhoneg betek e varv.
Embannet eo bet an dastumadenn glok eus skridoù Job Jaffre er gazetenn La Liberté du Morbihan gant Daniel Doujet[1],[2] Adkavout a reer Job Jaffre evel skridaozer er gelaouenn Breizh war ul luc'hskeudenn bet embannet e 1979.

D'an 12 a viz Meurzh 1986 e varvas Job Jaffre en Alre.

Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.

Oberennoù

E brezhoneg

E galleg

Tro-dro da Job Jaffre

Levrlennadur

Lec'hiennoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. 29/09/2013 Lec'hienn Ouest-France Kronikennoù Job Jaffre a zo bet embannet.
  2. 20/10/2009 Lec'hienn Le Telegramme: Daniel Doujet. Gantañ e advev oberenn Job Jaffre.