Anveliouriezh n'eo ket Frankizouriezh !
![]() |
An anveliouriezh, pe anarkouriezh, zo ur gealiadurezh politikel a zo he fal tremen hep gouarnamant ebet ha diskar forzh peseurt beli a vefe (ar Stadoù, dreist-holl)[1],[2],[3].
Kalz eilstummoù zo, evel evit an darn vrasañ eus ar c'healiadurezhioù politikel, hag an anveliourien a c'hell kaout mennozhioù liesek diwar-benn petra eo an anveliouriezh.
Bez' ez eus kalz hengounioù en anveliouriezh[4],[5], ha n'int ket holl digenglotus[6].
Evel ur gealiadurezh eus an tu kleiz pellañ e vez gwelet an anveliouriezh[7], hag an darn vrasañ eus an armerzh anveliour hag he frederouriezh lezennel a zistaol deveizadurioù nann-aotrouniel eus ar gomunouriezh, eus ar gengladelezh pe eus ar sindikaderezh.
Atav ez eus bet ur skourr hiniennek en anveliouriezh[7], n'eo ket enebet ouzh ar gevalaouriezh pe ouzh aozadurioù kenglotus gant ar gevalaouriezh[8],[9],[10].
Reoù arall, evel an hollanveliourien, na ginnigont stumm ebet eus un aozadur kevredigezhel, hag asantiñ a reont da n'eus forzh peseurt furm gevredigezhel, eus an hinniennelouriezh betek ar gengladelezh.[11]
Bez' ez eus anveliourien a sav a-enep an holl stummoù a rediusted, tra ma'z eus reoù arall a implij ar feulster da grouiñ un utopiezh diveliour.
Un gealiadurezh nevez a-walc'h eo an anveliouriezh pa reer ul luskad politikel hepken ganti, peogwir e voe ganet an anveliouriezh politikel en XIXvet kantved a-gevret gant ar vroadelouriezh hag ar stadelouriezh, gant ar pal stourm outo.
Mar greer ganti un doare da vevañ ha da gompren ar bed avat e ranker ledanaat ar sell ha mont da furchal an Istor.
E Sina an Henamzer, er VIvet kantved kent Jezuz-Krist, e vevas ar prederour sinat Lao Zi, a ziazezas an Daoegezh, a lakaer d'un damkaniezh eus ar frankiz par d'an anvelouriezh.[12]
Da vare Marevezh ar Stadoù Brezelour e Sina ivez e vevas ar prederour Zhuang Zhou (* –369, † –286), a zo brudet dindan al lesanv Zhuang Zi "Mestr Zhuang" ; div lavarenn bet distaget gantañ zo deuet betek ennomp : « Ar bed n'en deus ket ezhomm bezañ gouarnet ; e gwirionez, arabat eo e vefe gouarnet. » ha « A-emdarzh e teu urzh Doue pa vez lezet an traoù en o unan ». Hervez an armerzhour, istorour ha prederour politikel Murray Rothbard e voe Zhuang Zhou « marteze an anveliour kentañ »[13].
En Henc'hres, da heul kelennadurezh ar prederour Antistenes (* c. –445, † c. –365) a erbede d'e skolidi chom distag-krenn diouzh ar gevredigezh ha diouzh he lezennoù, e voe staliet luskad ar ginegezh en enep da zamkaniezh ιδέαι idéai "ideennoù" Platon ; hervez ar gineien n'emañ ket gwirionez ar bed e ἀρχέτυπον arkhétupon "pimpatrom" meizadus Platon, da lavaret eo en anien c'henadel ar boudoù, hogen en hiniennoù a ya da sevel ur spesad ne lavarent ket. Hervezo c'hoazh e oa rekis da bep den klask bezañ emren hag emvastus. Diogenes Sinopeüs eo a ergerzhas tachenn ar mennozhioù-se betek he harzoù pellañ.
Gant stoikourien Zenon Kitium (* –335, † –263) e voe degemeret lod eus mennozhioù ar gineien : "fiziet ennañ e-unan" e vez pep den, dav eo da bep den klask bezañ emren, bevañ diouzh lezennoù an Natur enebet ouzh re ar Geoded, chom distag diouzh madoù danvezel ar bed, bezañ "keodedour ar bed".[12][14]
Ne oa Stad ebet en Europa ar Grennamzer e gwirionez, ken stlabezet ma oa an tiriadoù, ar galloud politikel hag an hini armerzhel. An Iliz hepken a oa galloudus-kenañ, koulz war an teir zachenn-se ha, dreist-holl, war an dachenn sevenadurel ; an Iliz e oa ar bennaenn-unaniñ, ne veze tamm galloud politikel ebet e-maez anezhi.
En Europa a-bezh ar mare-se avat e kaver testenioù eus ul luskad a zo bet anvet "Spered-Frank" pe "Frankiz Speredel" ; heskinet e voe gant an Iliz, a lakae al luskad-se da zisivoud. Gnostiked e oa izili ar Frankiz Speredel, n'o devoa pal ebet estreget o silvidigezh-i, hogen ur silvidigezh anveliour a nac'he kement redi ha kement harz a oa.[15]
Dre ur manac'h koulskoude e teuas ul luskad all, anvet ar "Ar Re Speredel". Gant Gioacchino da Fiore (* c. 1130, † 1202) e oa bet savet un damkaniezh doueoniel istorel a zegasas heuliadoù pouezus. Tri fredad stummet diouzh an Drinded kristen zo en istor ar Gristeniezh, hervezañ : an Testamant Kozh, ma oa an Tad o ren hag o c'hourc'hemenn ur sujidigezh divrall ; an Testamant Nevez, ma c'houlenn ar Mab ma vije fur an dud ; ha, da zont, an "Trede Ren", hini ar Spered Santel, da lavaret eo donedigezh ar frankiz c'hourzrec'hus. Er Bibl e-unan e kavas ar manac'h skor d'e vennozh, pa lenner en Testamant Nevez, dindan pluenn an abostol Paol Tars : « Hogen an Aotrou eo ar Spered, hag el lec'h m'emañ Spered an Aotrou emañ ar frankiz. »[16].
Er XVvet kantved e tec'has ar Brotestanted diouzh bac'h an Iliz katolik roman hag e kreñvajont keal ar Stad, rak disrannañ a rejont o feiz diouzh an oberoù danvezel. Tro a voe d'an dud neuze da dennañ splet eus madoù an Natur evit pinvidikaat hep ma teufe an divezouriezh pe ar gravez da lakaat harz d'o c'hlask war-lerc'h ar gounid : "mad pe fall" a voe erlerc'hiet ouzh "berzh-mat pe zroukverzh"[17].
Buan avat e teuas ar Brotestanted da vezañ ker reut hag o mac'homerien a-wechall : e 1525 e voe moustret un emsav kouerien gant ar pennadurezhioù politikel diwar c'houlenn Martin Luther, e 1553 e voe devet an doueoniour Miguel Servet e Geneva en abeg d'e skridoù a-enep an Drinded kristen ha diwar atiz Jean Calvin.
Adarre e rankas ar speredoù frank mont da guzhat. An advadezouriezh en em strewas en Impalaeriezh santel roman german etre 1525 ha 1550[18] tra ma padas husouriezh Jan Hus betek 1567[19].
Dreist al luskadoù relijiel e voe an Azginivelezh ur mare ma lakaed an Natur da vammenn dihesk plijadurezhioù ha frankiz evit mab-den.
François Rabelais a skrivas e 1534 e levrenn 52 Gargantua : « [Jean des Entommeures] ne vouloit charge ny gouvernement, car comment (disoit-il) pourroy je gouverner aultruy, qui moi mesme gouverner ne sçaurois », hag el levrenn 57 : « [Buhez ar venec'h] estoit employée non par loix, statuz ou reigles, mais selon leur vouloir et franc arbitre [...]. En leur reigle n'estoit que ceste clause : FAY CE QUE VOULDRAS. »[20]
A-hed marevezh an Amzerioù modern e kreñvaas galloud ar Stadoù, betek bezañ aozet a-ratozh gant ar jakobinegezh ha reizhiataet gant Napoleon Iañ.
Er mare-se e vevas unan eus diaraogerien an anvelouriezh : Jean Meslier, person Étrépigny (Ardennes), a ziskulias en e destamant penaos e oa bet un andoueour anezhañ, hag ar pezh a soñje diwar-benn ar pennadurezhioù relijiel ha politikel : « Elles s'entendent comme deux coupeurs de bourse. [...] La religion soutient le gouvernement politique, si méchant qu'il puisse être. Le gouvernement politique soutient la religion, si sotte et si vaine qu'elle puisse être. »[21],[22].
E-kerzh Emsavadeg Mae 1968 e voe klevet ha lennet un aspadenn eus unan eus mennozhioù Jean Meslier, a felle dezhañ « que tous les grands de la terre et que tous les nobles fussent pendus et étranglés avec des boyaux de prêtres. »[21]
A-hed an Dispac'h Gall ec'h enebas an dispac'herien a bep tu ouzh al luskad raganveliour Les Enragés, bet kaset gant ar beleg Jacques Roux (lesanvet "le curé rouge"), Jean-François Varlet ha Théophile Leclerc d'Oze.
Hervez J. Roux e oa bet trubardet ar bobl gant an dispac'herien : frankiz ebet, rak bepred a c'helle renkad ar vourc'hizien naonegañ ar beorien ; kevatalder ebet, pa c'halle ar binvidien lazhañ ar beorien ; republik ebet, pa bade ar reizhiad kozh dre briz an danvezioù bevañs re uhel evit yalc'h ar beorien. Goulenn a rae groñs ma vije lakaet taosoù war prizioù an danvezioù, ma vije kastizet an dud a lakae danvezioù da zibaotaat evit ma kreskje o frizioù, ma vije berzet an arvrokerezh. Ar Vodadenn vroadel a damallas da J. Roux « atizañ ar bobl da derriñ kement doare gouarnamant » ha « dont dirak ar Vodadenn da zisplegañ pennaennoù euzhus an anveliouriezh ».[21]
Jean-François Varlet a embannas skidoù ma c'houlenne ar werinelezh didro ha ma vefe adingalet ar glad.[21]
A-du gant J. Roux e savas Théophile Leclerc d'Oze : en e gazetenn L'Ami du peuple par Leclerc e c'houlennas ma vije lakaet un usvevenn da bep priz.[21]
Hag anveliourien e voe Ar Re Gounnaret ? A-dra-sur, pa stourmjont evit ma vije ar galloud gant ar bobl hag evit ma vije didro oberiantiz ar galloud-se : bewech ma nac'her youl ar bobl e lamer he frankiz diganti, emezo. Hollveliour dre natur eo pep gouarnamant, emezo c'hoazh, pa vez techet bepred da genkizañ frankiz ar bobl[23].
Da heul al luskadoù diframm-se e voe daou zen dibar o soñjoù, a oa hunvreoù e gwirionez : ar prederour saoz William Godwin (1756-1836) a voe diazezer an anvelouriezh prederouriezhel[24] hag ar prederour amerikan Henry David Thoreau (1817-1862) a lakaas e soñjoù-eñ e pleustr dre vevañ er-maez eus ar gevredigezh.
Mab d'ur pastor protestant a-du gant Jean Calvin hag enebour d'an Iliz anglikan e oa William Godwin, a voe pastor d'e dro war roudoù e dad. Evel Immanuel Kant e voe skodeget gant mennozhioù an Dispac'h Gall : el levr a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ[25] en ur ziskar skrid Edmond Burke, Reflections on the Revolution in France (1790), a save enep ar reveulzi[26], e kinnigas W. Godwin ma vije « pleustret a-zevri war ur gouarnamant an eeunañ ar gwellañ ».[27]
Hervez W. Godwin e vir ar Stadoù ouzh diorroadur hag embreg poell pep den, daoust d'ar poell bezañ perzh dibar mab-den ; atav e vez erlerc'hiet galloud ar Stadoù ouzh skiant-varn hag emskiant pep den, hag enebiñ ouzh lusk spered mab-den a ra al lezennoù rak mard int poellek ez int didalvez evit an dud poellek, ha mar n'int ket ez int direizhwir hag hollveliour.[27]
Pimpatrom an den dishual e voe Henry David Thoreau. Pa oa an Dispac'h Greantel oc'h erruout e Stadoù-Unanet Amerika e klaskas adkavout ha diskouez al liamm a zo etre an dud hag o endro naturel. Daou vloavezh-pad e vevas en e unan en ul loch a savas war ribl ul lenn e-kichen Concord (Commonwealth of Massachusetts) ma sellas pizh ouzh an Natur[28].
En tu-hont da vezañ un diaraoger e-touez an ekologourien e c'hounezas H. D. Thoreau brud dre ar bed a-bezh a-drugarez d'e stourm a-du gant ar frankizoù hiniennel – re ar Vorianed ha re an Indianed e-barzh – hag a-enep kammimplij galloudoù ar Stad. « Gwellañ gouarnamant ar bed eo an hini a c'houarn an nebeutañ », emezañ ; e 1847 e voe bac'het pa nac'has paeañ tailhoù en abeg da Vrezel Mec'hiko (1846-1848). E 1849 ez embannas skrid ur brezegenn anvet "Harz ouzh gouarnamant keodedel 1849", a voe anavezet er bed a-bezh e 1866 dindan an talbenn "A-zivout an dever a zisentidigezh keodedel"[29].
Hervez an aozer n'eo pep demokratelezh nemet lezenn ar brasañ niver o voustrañ ar bihanniver, ha pa vez keodediz oc'h heuliañ lezennoù ar pennadurezhioù en em lakaont da gendorfedourien pa vez ar Stad o ren brezelioù, direizhderioù ha heskinadurioù.
Gwitibunan e lavar damkanourien an anveliouriezh ec'h eo Pierre-Joseph Proudhon(1809-1865) "tad an anveliouriezh". Max Stirner hepken a vefe par dezhañ evel diazezer ar gelennadurezh, hervez Georgiy Valentinovitch Plekhanov (1856-1918)[30], met mennozhioù Proudhon eo a luskas emdroadur Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien (K. E. L.)[31], anvet an "Etrebroadelenn Gentañ" ivez.
Kilezelour e voe Kentañ Kendalc'h K. E. L. an 3 a viz Gwengolo 1866 e Geneva hag an Eil ivez d'an 2 a viz Gwengolo 1867 e Lausanne, diwar levezon Proudhon a stourme evit ma vefe reishoc'h an darempredoù armerzhel, dre ziazezañ ar prizioù war ar c'hementad a labour a zo rekis evit ar c'henderc'hañ ha dre gevatalder an eskemmoù : traez evit traez, servij evit servij, amprest evit amprest, hag all. Ar c'hontrol da lezenn ar c'hinnig hag ar goulenn ar gevalaouriezh eo kilezelouriezh Proudhon.
An Trede Kendalc'h (Brusel, 6 a viz Gwengolo 1868) a gaougantas an tremen eus ar gilezelouriezh d'ar gengladelezh ha d'ar sindikaderezh.[15]
Diwezhatoc'h, da heul ar Pevare Kendalc'h e Basel d'ar 6 a viz Gwengolo 1869, e savas ur muianiver a-du gant ur "gengladelezh enep-aotrouniek" hag a-enep daou vihanniver a-du gant Proudhon pe gant Karl Marx.[15]
Un disrann a voe e K. E. L. goude ar Pempvet Kendalc'h, e Den Haag d'an 2 a viz Gwengolo 1872 pa savas Mic'hail Bakounin a-enep Karl Marx, a lakaas da "aotrouniek" hag a damallas bezañ techet da vezañ ker fall hag ar renkadoù ren a oa bet K. E. L. o stourm outo. Kement-se a c'hoarvezas pa nac'has Karl Marx ha Kuzul-ren K. E. L. degemer kinnig Kevread Jurasian ar suis James Guillaume (1844-1916) : terriñ ar C'huzul-ren ha terriñ kement pennadurezh en Etrebroadelenn. Skarzhet eus K. E. L. e voe M. Bakounin ha J. Guillaume neuze.[15][32]
Ur sizhunvezh goude, d'ar 15 a viz Gwengolo 1872, en em vodas 15 dilennad eus 5 kevread disrannat e Saint-Imier (Suis) : 6 Italian, 4 Spagnol, 2 C'hall, 2 Jurasian hag 1 Amerikan.[33]
E Saint-Imier e voe ganet an anvelouriezh politikel e gwirionez, pa voe diskêriet gant izili ar C'hendalc'h :
1. Distruj kement galloud politikel eo dever kentañ ar broleteriezh.
2. Un touellerezh e vije kement aozidigezh ur galloud politikel seurtanvet "da c'hortoz" ha "dispac'her" gant ar pal degas an distruj-se, a vije ken arvarus evit ar broleteriezh hag an holl c'houarnamantoù a zo hiziv.[33]
Evit a sell ouzh an harz-labour, da "venveg prizius er stourm" eo lakaet gant ar gendalc'hidi, hogen "hep en em douellañ a-zivout e zisoc'hoù armerzhel".[33].
Goude Kendalc'h Saint-Imier e oa sez ofisiel Kuzul-ren K. E. L. e New York tra ma voe aozet ur 6vet Kendalc'h gant an disrannidi e Geneva e 1873, ma tivizjont terriñ ar C'huzul-ren ha reiñ o emrenerezh d'ar c'hevreadoù. Nebeud goude e tilezas Bakounin ar stourm, en abeg d'e yec'hed ha da zigasted ar pobloù, emezañ.[33] E 1877 e voe 9vet Kendalc'h K. E. L., an hini diwezhañ.
E Vevey, d'an 12 a viz Gwengolo 1880, e voe raktreset ar stourm anveliour : distruj an ensavadurioù dre feulster, brudañ an dispac'h dre an ober, ober en dilezennelezh, implijout barregezhioù an deknologiezh hag ar gimiezh, emrenerezh ar strolladoù hag an hiniennoù.
Kement-se a voe lakaet war baper da-geñver Kendalc'h kentañ ha diwezhañ ar Gevread Jurasian e La Chaux-de-Fonds d'an 9 a viz Here 1880[33]
Ur gelennadurezh hag ur strategiezh a oa d'an anvelouriezh neuze, hogen kemmet e oa ar gevredigezh abaoe Kendalc'h kentañ K. E. L. : mui-ouzh-mui a labourerien a oa er greanterezh a-c'houde an Eil Dispach Greantel, ha mui-ouzh-mui a dud a droe da broleterien.
Diaes e voe ar marevezh etre 1880 ha 1914 evit an anvelourien eta, p'en em gavjont disrannet diouzh ar yoc'hoù labourer a c'hortoze gwellaennoù digant ar Stadoù, ha pa veze spontet an dud gant ar gwalldaolioù dre vombezennoù.
Tamm-ha-tamm avat e strivas an anveliourien evit kemer perzh er sindikadoù, a yae war wanaat, ar pezh a neveshaas hag a nerzhekaas an daou luskad.[34]
Da vare Dispac'h Rusia 1917 e voe merket oberiantiz anveliour ar rusian Vsyevolod Mikhailovitch Eikhenbaum, a gemeras perzh ivez e Brezel Dieubiñ Ukraina. Politikel e oa e oberiantiz, hogen armerzhel ha kevredigezhel pergen e voe hini anveliourien e broioù all.
En Ukraina e krouas Nestor Makhno un doare anveliour ha kengladelour da verañ an douaroù-labour.
En Italia an Norzh e voe metalourien o terc'hel labouradegoù, a verjont diouzh reolennoù an emvererezh.
E Spagn e voe al luskad anveliour o kengladelaat an douaroù-gounit hag ouzh o merañ hervez an emvererezh ; un nebeud labouradegoù a voe emveret ivez. Barcelona a voe dalc'het gant ar gevread sindikadel Confederación Nacional del Trabajo (CNT-AIT, "Kengevread Broadel al Labour-Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien) ha gant ar Federación Anarquista Ibérica (FAI, "Kevread Anveliour Iberek"), pevar mizhvezh-pad e voe emveret al labouradegoù, an ijinourien hag ar galvezourien o vont a-du gant ar vicherourien.[34]
Ar frankiz eo pennkomz prederourien an anvelouriezh.
Un diac'hinad a zeu war wel pa studier o oberennoù : an darn vrasañ anezho a sav a-du gant ar savelegezh[Yezh 1] hag a-enep ar frankdivizout[Yezh 2], padal e vez mirourien alies eus dalc'hidi ar frankdivizout[35].
Kempoell e chom ar brederouriezh anveliour evelato, rak daoust dezhi bezañ disklêriet alies ar savelegezh hag an danvezelouriezh he deus stourmet dizehan ouzh ar frankdivizout trabedoniel rak pleustrek eo ar frankiz hervezi : n'eo ket "Ha frankiz am eus da ober kement-se ?" goulenn ar brederourien anveliour, hogen "Petra a rankan ober evit ren ma buhez, pa'z eus un den frank ac'hanon ?". Un dieubidigezh eo ar frankiz evito, ha trawalc'h eo bevañ evel un den frank evit diskouez ez eus eus ar frankiz. Dalc'hidi ar frankdivizout avat n'int ket chalet gant lakaat an dud en o frankiz, peogwir ez int frank dija dre ar frankdivizout a zo enno[36].
Kelennadurezh politikel ar Jakobined eo ar jakobinelezh, da lavaret eo a Republik unvan dirannadus hag azeuladur ar Stad-Vroad.[Yezh 3]
Biskoazh ne oa bet ar Stad ken kreizennet ha ken kreñv ha ma oa bet da vare ar Jakobined e Bro-C'hall. Ne oa mui stadoù gant an dud (an noblañsoù, ar c'hloer, ar vourc'hizien, ar vicherourien, ar gouerien) pa oa pep den dindan beli ar Stad, a droas buan da Stad-Vroad.
Adal an XIXvet kantved e teuas ar Stad-Vroad republikan da vezañ par da Stad ar Renad kozh : pa oa honnezh « dre lezenn Doue » e voe ar stad-Vroad « dre youl hollvedel », ha pa oa ar Renad kozh « dre ar c'hustum » e voe ar Stad-Vroad « dre youl ar bobl; ». Met neuze ne voe mui eus an hiniennoù dre o stad, ne voe anezho nemet dre ma vezent piaouet gant ar Stad-Vroad : ar Stad e oa benveg ar frankiz.[37]
Dre vezañ keodedourien e vez an dud en o frankiz en ur Stad-Vroad neuze ; en ur werinelezh e vez droukvesket galloud ar bobl ha frankiz ar bobl. Hogen mar ren ar bobl ne vez gwech ebet o c'houarn : ur muianiver a zilennidi a ra al lezennoù a-enep ur bihanniver a zilennidi, n'eo « gouarnamant ar bobl gant ar bobl » nemet gouarnamant an holl en anv ur rann eus dilennidi ar bobl.
Gant ar velestradurezh e chom un tamm bras-divent eus ar galloud, ha pa vije kemmet pennadurezhioù ar Stad dre zilennadegoù. Ent-politikel, atebek eo en dilennidi dirak ar bobl, ar velestradurezh n'eo ket : ne chom frankiz politikel ebet gant ar bobl e-tal diatebegezh politikel ar velestradurezh : un distro da hollveliouriezh an Impalaeriezh roman eo bet kreizennelouriezh jakobin an Dispac'h Gall en diwezh.[37]
An anvelourien hepken o deus meizet kement-se : kreñvoc'h c'hoazh eo beli ar werinelezh eget hini ar Renad kozh ; peogwir e teu ar galloud kreiz eus youl ar bobl e laka pep den dindan beli al Lezenn ; hollveliek eo deur an holl, dister eo mad an hinienn.
![]() |
An hiniennelouriezh diharz, da lavaret eo bezoud pep den evel boud gwirion ha dibar, eo diazez sonjoù Max Stirner (Johann Caspar Schmidt, 1806-1856). Ar me hepken a zo gwirion hag a rank chom er-maez eus an arbennoù diavaez evel "Doue", "an denelezh", "ar wirionez", "ar frankiz" hag all : ret eo d'an den bevañ drezañ e-unan hag ober evitañ e-unan, arabat eo bevañ evit arbenn pe arbenn all.
Teir fazenn zo e buhez pep den, hervez Max Stirner : beziadek e vez en e vugaleaj, pa vez dedennet gant traezoù ar bed ; eorizhour e vez en e yaouankiz, pa vez dedennet gant ar soñjoù ; emgariat e vez en e oad gour.
[An den en e oad gour] a gemer ar bed evel m'emañ, hep gwelet droug pe zireizhder da reizhañ e pep lec'h, ha hep lavaret e stummañ diouzh e uhelvennad. Kreñvoc'h-kreñvañ e teu ennañ ar gredenn start ma rank an den ober gant ar bed diouzh e zeur ha n'eo ket diouzh e uhelvennad.[38]
Ar veañs eo pennaenn preder Max Stirner. Dav eo d'an den diskouez e veañs a-wel d'an holl ha nac'hañ pep dever e-keñver Doue, an denelezh, ar gevredigezh, hag en e geñver-eñ zoken. Aze emañ alc'hwez ar frankiz wirion, emezañ.
Ar frankiz n'eo ket ar galloud difetis d'ober ar pezh a garer evel ma karer, ar galloud-se lakaet e pleustr war ar pemdez eo. Ret eo bezañ kent ober diouzh e c'hoant.
Tri ivez eo niver ar stummoù eus ar frankizouriezh, hervez Max Stirner.
Lamomp ar berc'henniezh hiniennel eta. Ra ne vo den ebet perc'henn war tra ebet, ra vo ur c'hork eus pep den. Ra vo dibersonel ar berc'henniezh. Ra vo perc'hennet gant ar Gevredigezh. [...] Ne lezer d'an hinienn nag ar gwir da ren, nag ar gwir da berc'hennañ : gant ar Stad e ya an eil, gant ar Gevredigezh e ya egile.[38]
Pierre-Joseph Proudhon (1809-1865) a glaskas burutellañ an anvelouriezh en ur zegas mennozhioù savus dezhi war tachennoù an armerzh hag ar politikerezh.
Hervez Proudhon ec'h emdro gouarnamantoù kevredigezhioù an XIXvet kantved eus pennaennoù an doueoniezh hag ar politikerezh da re an armerzh hag ar sokiologiezh, alese e stourm evit ur werinelezh c'hreantel a vefe diazezet war ar sokiologiezh lakaet da skiant dik evel ar jedoniezh hag ar fizik. An armerzh eo pal pennañ an ober dispac'hel, emezañ.[39]
Ret eo neuze derc'hel kontoù resis pep kevredigezh, gant ar pal aozañ hec'h armerzh ha, dre-se, seveniñ ar gevatalouriezh.
Un dra vat eo bet an Dispac'h Gall, eme Broudhon, met dic'houest eo bet ar C'hallaoued da rakwelet an heuliadoù anezhañ. Chomet int en entremar etre hengounioù Bro-C'hall an amzer dremenet ha Bro-C'hall an dazont. Mirourien ha dispac'herien war an dro eo ar C'hallaoued, hervezañ.
Na rit ket d'an hentez ar pezh na fell ket deoc'h a vefe graet deoc'h : grit d'an hentez evel ma fell deoc'h e vefe graet deoc'h.[39]
![]() |
Red an Istor e weler e skridoù Mic'hail Bakounin (1814-1876), an darvoudoù en deus bevet eo andon an damkaniezh en deus savet tamm-ha-tamm.
Hag eñ levezonet-don gant prederouriezh Georg Wilhelm Friedrich Hegel en he dilezas ez-yaouank, met meizadur daelerezhek ar veziadelezh a chomo gantañ a-hed e vuhez.[41]
Kanmeuliñ ar vuhez a ra Bakounin, ha diskouez disfiz bras diouzh ar skiant rak da enebourezed e laka emdarzhegezh an eil ha gouiziegezh aozer heben. Ne c'hall ket an dud bezañ dindan beli ur gouarnamant "skiantel", pa rankfent sentiñ ouzh lezennoù na gomprenfent ket. Dav eo e vefe klok gouiziegezh ar skiant evit genel hevelep gouarnamant, ha dic'houest eo ar skiant da veizañ « boud diabarzh » kement tra a zo, da lavaret eo o hiniennelezh wirion er bed danvezel. Ne c'haller ket deskrivañ an hiniennelezh, emezañ.
Rekis eo ar ouiziegezh hag ar skiant da zigaezhadur ar broleterien, emezañ ivez koulskoude, met pa c'hall ar skiant kompren preder ar veziadelezh hag ar vuhez ne c'hall ket meizañ ar veziadelezh hag ar vuhez o-unan. « Atav e vez ar vuhez a-raok ar preder », hervez Bakounin.[41]
N'eus ster ebet d'ar frankiz hep ar vuhez kevredigezhel, da lavaret Bakounin. Hogen kenderc'het gant e vetoù e vez an den, da heul ar c'hengred e teu e frankiz neuze, a zo denekadur ar c'hengred.
A-enep an hiniennelouriezh e sav Bakounin, pa vez an den kenderc'her youl hag oberiantiz ar gevredigezh ha, war an dro, kenderc'het ganto. Liammet gant frankiz an holl dud eo frankiz pep den, rak ret eo e vefe an dud en o frankiz evit anzavout frankiz pep den. « Ne c'hallan bezañ em frankiz wirion nemet pa vez an holl dud a zo tro-dro din, gwazed ha maouezed, en o frankiz ivez », eme Vakounin.
Andoue e oa Mic'hail Bakounin, met hervezañ ec'h eo ar gravez « ur fazi istorel rekis » abalamour m'he deus tennet an dud er-maez eus stad al loened ; bremañ avat ec'h eo ker rekis all terriñ « yev vezhekaus ha poanius an doueelezh » rak n'eo Doue nemet an disoc'h eus galloud divent spered mab-den da c'houbarañ : krouet eo bet gant an dud, ha bremañ e kred d'an dud ec'h int bet krouet gantañ, ha dindan beli o c'hrouadur e vevont. Evel Hegel e soñj Bakounin ec'h eo bet savet ar gravez d'he feurvadelezh gant ar gristeniezh.
Nac'hañ a ra Bakounin keal un divezouriezh peurvat, a zo diazezet war pennaennoù difetis a-grenn : ne c'haller ket adsevel natur an den. Evitañ, kement reolenn a-fed divezouriezh zo bet goveliet er vann gant tud a fell dezho lakaat mab-den da "sevel" betek o divezouriezh-i, a vez diazezet war korvoerezh ar yoc'hoù labourer peurvuiañ. Ar yoc'hoù poblel n'o deus ezhomm ebet a gentelioù digant den ebet evit ar pezh a sell ouzh o deurioù, rak i eo danvez ar vuhez kevredigezhel, politikel ha buhezegezhel. A-hend-all, ganet marv eo kement soñj na sav ket diwar ar bobl : « gwiliouderien soñjoù don ar vuhez hag ar bobl e rank bezañ an damkanourien hag ar gefredourien, n'eo ket diskulierien, diouganerien, doktored pe grouerien », eme Vakounin. E natur loenel an dud emañ divezouriezh peurvat mab-den, n'eo an natur gevredigezhel nemet un heklev anezhi.
A-fed divezouriezh prevez e sav Bakounin a-du gant frankiz pep den, gant ar parder etre gwazed ha maouezed, gant erlerc'hiañ an unaniezh frank ouzh an dimeziñ, gant frankiz ar rev. War divoud ar vugale, a zo « perc'hennet gant o frankiz da zont » pa n'int piaouet na gant o zud na gant ar gevredigezh, e lavar ar prederour e vez o dazont diouzh ar gelennadurezh a vez roet dezho gant o zud ha gant ar gevredigezh.
![]() |
Er bloavezhioù 1870 e kemmas emzalc'h ar c'hont Lyev Tolstoy (1828-1910), en devoa renet buhez ur romantour betek neuze : da anveliour kristen e troas, pa zivizas bevañ hervez an Aviel ha skrivañ evit ar gouerien hepken.
Hag eñ ur c'hristen pleustrer e skrivas Tolstoy en e zeizlevr, d'an 30 a viz Gwengolo 1879 :
N'eo an Iliz, abaoe an IIIe kantved, nemet gevier, krizder, darrizhadoù.[42]
Neuze en em ouestlas da enklaskoù biblek ha doueoniel betek treiñ an Avieloù en ur deurel pled d'o c'henglotadur ; e 1882, pa oa o kemer perzh e renabl poblañs Moskov, e reas anaoudegezh gant stad truezus ar beorien, ar pezh e lakaas da brezeg e zoare eeunaet eus ar gravez kristen, pemp gourc'hemenn hepken enni :
Dizehan e kevenebas ar gelennadurezh kristen ha kelennadurezh ar bed. Evitañ da vezañ ur boyar ez embanne Tolstoy ne c'halled tizhout an hevoud nemet dre ar baourentez.
A-du e sav Tolstoy gant Proudhon : « Laeroñsi eo ar berc'henniezh » ; digembez kenetrezo eo ar berc'henniezh hag ar gristeniezh, emezañ, pa lavaras Jezuz Nazaret :
Eürus oc'h-chwi, ar re baour, rak deoc'h eo rouantelezh Doue.[43]
Met gwa c'hwi, ar re binvidik, rak ho frealz hoc'h eus.[44]
Hervez Tolstoy ec'h eo an douar un elfenn naturel evel an aer hag an dour, arabat eo e vefe perc'hennet gant den pe zen estreget Doue. Un torfed eo ar berc'henniezh c'hladel neuze.
Pennabeg ar feulster hag ar galloud eo an argant, a gendalc'h ar brientoù. Gopret e vez barnerien evit kondaoniñ tud a zo kablus dre zireizhder aozadur ar gevredigezh ; gopret e vez burevidi evit enkefiañ tailhoù diwar al labour, a servijo da genderc'hel arouaregezh ar binvidien ha da ren brezelioù ; gopret e vez beleien evit prezeg ar c'houzañvidigezh d'ar beorien, hag all.
Evel Proudhon hag an holl anveliourien e lavar Tolstoy e fazier pa greder emañ galloud ar Stad evit mad an dud, rak gouest eo pep kevredigezh da vevañ hep Stad. Kasoni a vage ouzh hollveliegezh an Dsared, ha truez ouzh peorien Rusia ; landreidi ha torfedourien eo ar bolitikourien, fallakr eo kement gouarnamant.
Skolioù evit ar beorien a voe krouet gant Tolstoy, ma veze implijet dornlevrioù a skrivas a-ratozh-kaer abalamour ma soñje dezhañ e veze pennadurezhioù ar Stad hag an Iliz o kenderc'hel diouiziegezh ar bobl.
Evel ar prederour gall Pierre Bayle (1647-1706) e soñj da Dolstoy ne c'haller ket ober soudarded eus ar gristenien wirion[45], ar pezh a verzas pa oa-eñ ofiser war talbennoù Brezel Krimea ha Seziz Sevastopol (1854-1855)[46].
Enebarmeour e voe Tolstoy en eil tamm eus e vuhez : ret eo d'ar gristenien wirion nac'hañ dougen armoù, ne c'haller ket bezañ frank hag asantiñ lazhañ pe bezañ lazhet. Ken don e oa enebarmeerezh ar Rusian ma roas gwerzh gwirioù e levr Dasorc'hidigezh (Воскресение, 1899) da ranngredenn gristen an Douc'hobored, a nac'he groñs hec'h izili mont da soudarded, evit ma c'hallfent divroañ da Ganada ma kinnige ar gouarnamant reiñ douaroù dezho e proviñs Saskatchewan.[42]
Hag anveliour e oa Lyev Tolstoy e gwirionez ? Mar boe degemeret e vennozhioù gant un niver bras a dud – e Rusia pergen, met da ziouganer e voe lakaet er bed a-bezh : tri burev post a voe rekis evit ober war-dro ar berniad lizheroù a reseve bemdez – e chomas un tamm diskred war meizad an anveliouriezh kristen, an eil termen anezhañ o tiskouez bezañ dislavar egile.
E 1900, da geñver Kendalc'h Etrebroadel al Labourerien Dispac'her e Pariz, e voe degemeret mennozhioù Tolstoy a-zivout ar gravez hag ar veli bolitikel, hogen nac'het e voe e zegemer evel anveliour.[33]. Ret eo anzav avat n'en deus biskoazh Lyev Tolstoy embannet bezañ anveliour.
![]() |
Hag eñ ur priñs, ha bet ur soudard, Pyotr Kropotkin (1842-1921), ur Rusian all, a zisklêrias bezañ anveliour.[47]
Ur skiantour e oa Kropotkin, en devoa redet bro dre e vicher a zouaroniour, hag a-hed e vuhez e klaskas sevel damkaniezh skiantel an anveliouriezh ha stourm evit ar gomunouriezh, ar pezh a lakaas ar anveliourien d'e bismigañ en abeg ma oa skiantelour, hag ar varksourien d'e chipotal peogwir e oa anveliour.
"Anveliouriezh komunour" eo an anv a roas Kropotkin d'e zamkaniezh eta. Anat e oa dezhañ e oa an denelezh o kerzhet a-dreuz hec'h Istor war-du an anveli, ha war-du ur gomunouriezh frank, pell diouzh komunouriezh kengladelour Karl Marx. Dibad eo ar c'humuniezhoù serr hag enep-kevredigezhel, hervezañ, ha tonket int da dreiñ da fall.
Terriñ pep Stad diouzhtu eo ar c'hammed kentañ war-du an anveliouriezh, ha terriñ ar c'hopradelezh kerkent ha torret ar Stad eo an eil.
En enep da Broudhon ha Marx e soñj da Gropotkin n'eo ket al labour kudenn bennañ ar gevredigezh hag an armerzh, ar beveziñ eo kentoc'h. Pouezusoc'h eget ar c'henderc'hañ eo an ezhommoù : dav eo bastañ diouzhtu ha puilh da ezhommoù an dud, ha diouzh ar beveziñ e yelo ar c'henderc'hañ en-dro.
Lakaet an traoù en o urzh reizh gant Kropotkin : an hevoud eo pal ar vuhez kevredigezhel ; an dud a genderc'h an traoù o deus ezhomm evit tizhout ar pal, da lavaret eo bod ha boued kent an dudi. Eilpennet eo bet an urzh-se gant ar gevalaourien, pa vez renet ar c'henderc'hañ evit mad ur bihanniver.
Trawalc'h e vefe d'an den labourat e-pad pemp pe beder eurvezh bemdez betek an oad a 45 pe 50 vloaz evit ma kenderc'hfe aes kement tra a zo rekis evit gwarantiñ aezoni ar gevredigezh.[48]
Kevret gant kudenn al labour eo hini ar c'hopradelezh, eme Gropotkin ; kengladekaat an douaroù hag al labouradegoù ne zegaso kemm ebet e buhez al labourerien, pa gemero ar Stad lec'h ar batromed ; al labour n'eo ket ur redi drezañ e-unan, an ezhommoù eo ar pal pennañ.
« Bevet rannadur al labour ! Setu aze ar vengleuz aour wirion evit pinvidikaat ar vroad ! » a skrivas ar prederour armerzhour Adam Smith[49], hag a-du gantañ e savas ar sokialourien, petra bennak ma'z eo ar binvidien a vez pinvidikaet gant rannadur al labour pa vez lakaet al labourerien da robotoù diskiant padal he deus pep gevredigezh dober a labourerien speredek hag ijinus. Gwir eo ec'h eo aesoc'h d'ar batromed gourlakaat o divizoù da labourerien diberzhek evit kaout an dizober anezho. Mar c'hoarvez an dispac'h sokialour e chomo digemm stad al labourerien. Uhelvennad ar gevalaouriezh eo an tailorekadur, an ardivinkadur e doare Frederick Winslow Taylor (1856-1915) :
Ar bugel e servij ur mekanik na c'hall ket kompren, hag arabat eo dezhañ kompren, hag evezhierien a gastiz [ar bugel] mar distegn e evezh e-pad ur pennadig eo [rannadur al labour]. [...] An den tikedennet, stampilhet a-hed e vuhez eo rannadur al labour.[48]
Hervez Karl Marx e tleer diorroadur ar gevalaouriezh da lezennoù an armerzh hepken, al lezennoù-se o stummañ ar Stad ; dizarbennet eo bet an arguzenn-se gant Kropotkin, a lavar eo savet dizehan ar Stad a-du gant ar binvidien, kement-se o vezañ hec'h anien hag hec'h abeg istorel[50].
Enep "lezober" ar frankizouriezh e sav Kropotkin ivez, pa n'eus ket anezhañ : ar Stad eo a ren war ar vuhez armerzhel evit brasañ gounid ar gevalaourien, un touell eo "neptuegezh" ar Stad. Arabat eo he lezel da gevredikaat binvioù ar c'henderc'hañ rak da hollveliouriezh ar Stad e kasfe kement-se ; d'ar yoc'hoù labourar da aozañ stummoù nevez ar frankiz a-c'houde an dispac'h. Evel an holl anveliourien eta e soñj da Gropotkin ez eo pep Stad enep an dispac'h.
Pa lavar ar varksourien e ranker aozañ oberiantiz emdarzhek ar bobl dre ur Stad poblel savet ganto a-c'houde an dispac'h e respont Kropotkin hag an anveliourien all n'eo ar Stad nemet un aotrouniezh a zo bez frankiz ar bobl. Enep daelerezh ar varksourien – dre an aotrouniezh e vo ganet ar frankiz – e vez an anveliourien evel Kropotkin (ha Bakounin, daoust da zaelerezh Hegel) : ne c'hall forzh pe Stad nemet breinañ an dispac'h.
Brezelioù eo ar « stourm evit ar vuhez » bet deskrivet gant Charles Darwin[51] ha « stourm ar renkadoù » ar varksourien, eme Gropotkin. N'eo ket dre ar brezelioù-se hepken ez a an emdroadur en-dro, emezañ ivez, pa'z eo rekis e vefe kenlabour, kenskoazell hag emouestladur er gevredigezh.
Biskoazh n'eo bet diskuliet kement-se gant an istorourien, n'o deus deskrivet nemet c'hoari ar veleien, ar vilourien, ar bolitikourien hag ar binvidien evit staliañ o hollveliouriezh war pobloù ar bed.[48]
![]() |
« Kantvedoù-pad eo bet rediet al labourerien, setu ec'h int boas da c'hortoz labour, ha bara neuze, digant ar vistri, ha da welet o buhez bepred e trugarez neb a zo perc'henn war an douar ha war ar gevala ; deuet int da grediñ ec'h eo a-drugarez d'ar vistri e c'hallont debriñ, ha hegredik e klaskont gouzout penaos e c'hallfent bevañ mar ne vije ket eus ar vistri », a skrivas an Italian Errico Malatesta (1853-1932).[52]
Pa glask al labourerien sevel Etrebroadelennoù ez eus dija eus "Etrebroadelenn ar gevalaourien" ; dizanv eo al luskad-se, hogen aozet eo, setu e prederias Malatesta war aozadur al luskad anveliour.
Boudoù kevredigezhel eo an dud, ne c'hall ket an den treuzvevañ drezañ e-unan. An aozadur eo alc'hwez ar vuhez neuze : ret eo d'an dud en em aozañ, pe en o frankiz oberiant ha dre genasant, pe dindan beli un urzh a zo bet aozet gant un nebeud tud a vez o korvoiñ ar yoc'hoù.
Droukveskañ "aozadur" ha "galloud" a ra an anveliourien hiniennelour pa ne welont nemet an eil doare ; mar bijent anveliourien wirion e vijent gouest da aozañ ar gevredigezh hep na vije dober gant pennadurezhioù uhelañ. A-raok lavaret staliañ an anveli e ranker gouzout bevañ enni, da lavaret eo gouzout aozañ ar frankiz.[53]
Ha hualet e vo an intrudu hiniennel mar ranker klask ar c'henurzh ha kenasant an hentez ? Tamm ebet, eme Valatesta, pa'z eo dre ar c'henlabour e c'hall pep den lakaat e varregezhioù e pleustr, da lavaret eo bezañ en e frankiz.
A-du gant Mic'hail Bakounin e sav Malatesta pa zispleg aozadur an anveli : strolladoù emren ha dizalc'h, kenstrolladoù, kevreadoù kenstrolladoù.
Da soñj an Italian, ne c'hall ket an anveliourien o-unan degas an dispac'h, ha ne c'hall ket strolladoù politikel an tu kleiz en ober kennebeut, setu e ranker sevel un talbenn hepken dre genemglev etre an daou luskad-se. Met arabat eo e teufe ur strollad politikel da vezañ er gouarnamant, rak kerkent e trofe da enebour an anveliourien. Ne c'hall ar c'henemglev padout nemet keit hag an ober darsavel eta.[53]
Ne c'hall ket ar sindikadoù o-unan seveniñ an dispac'h kennebeut, eme Valatesta, peogwir int elfennoù eus ar reizhiad armerzhel, politikel ha kevalaour ; aozadurioù lezennel zo anezho, ne c'hallont stourm nemet e framm strizh Stad ar vourc'hizien. Falsfrankizoù a vez gounezet ganto a vare da vare, tra ken.
Binvioù hepken eo aozadur stourmoù ar yoc'hoù labourer, an harzoù-labour, ar boikot, an ober didro, an tarverezh, an darsav zoken, da lavar Malatesta, rak an anveli eo ar pal ha, drezi, dishualded an denelezh.
En arvar e vez ar sindikadoù da dreiñ da aozadurioù ma vez gopret tud ha ma vez burevveliekaet oberoù ar stourmerien. Ne c'haller ket bezañ anveliour ha gopret gant ur sindikad – evel ma ne c'hall ket ur sokialour gwirion bezañ dilennad e breujoù ur Stad.
|