Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Herodian Kingdom of Judea ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | ישוע ![]() |
Anv-bihan | Yeshua ![]() |
Anv-familh | talvoud ebet ![]() |
Titl noblañs | King of Poland ![]() |
Deiziad ganedigezh | 5 BCE ![]() |
Birthday | talvoud dianav ![]() |
Lec'h ganedigezh | Bethlehem ![]() |
Deiziad ar marv | 7 Ebr 30 CE, 3 Ebr 33 CE ![]() |
Lec'h ar marv | Menez Kalvar ![]() |
Doare mervel | Kastiz ar marv ![]() |
Abeg ar marv | crucifixion ![]() |
Tad | Jozef, Doue an Tad, talvoud ebet ![]() |
Mamm | Mari ![]() |
Breur pe c'hoar | talvoud dianav, Jakez ![]() |
Pried | talvoud dianav ![]() |
Kompagnun(ez) | talvoud dianav, talvoud ebet ![]() |
Bugel | talvoud ebet ![]() |
Kar | Adam, Abraham, David, Desposyni ![]() |
Familh | Tiegezh santel, Davidic line ![]() |
Incarnation of | God the Son, Logos ![]() |
Yezh vamm | Galilean dialect ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | Galilean dialect, Biblical Hebrew, Koine Greek, arameeg ![]() |
Kondaonet evit | sedition, blasphemy ![]() |
Penalty | Kastiz ar marv ![]() |
Tachenn labour | carpentry, Christian ministry ![]() |
Implijer | talvoud dianav ![]() |
Karg | profed ![]() |
Bet war ar studi e | talvoud dianav, talvoud ebet ![]() |
Annez ofisiel | neñv ![]() |
Lec'h annez | Nazaret, Kafarnaom, Galilea ![]() |
Lec'h labour | Galilea, Jeruzalem ![]() |
Lifestyle | asceticism, turning the other cheek, Golden Rule, Via, Veritas, Vita, Son of God ![]() |
Strollad etnek | Yuzevien ![]() |
Relijion | yuzevegezh ![]() |
Gouel | Nedeleg, Pask, Feasts of the Lord Jesus Christ ![]() |
Azeulet gant | kristeniezh ![]() |
Liv an daoulagad | talvoud dianav, gell ![]() |
Liv ar blev | talvoud dianav, blev du ![]() |
Rumm-gwad | AB ![]() |
Kleñved | wound, wound, wound, Resurrection of Jesus ![]() |
Last words | אבא, סלח להם, כי לא ידעו מה הם עשים, אמן אמר אני לך כי היום תהיה עמדי בגן עדן ![]() |
Had as last meal | bara, gwin, Gwinegr ![]() |
Oberenn heverk | miracles of Jesus, prayers of Jesus, parabolenn ![]() |
Luskad | apocalypticism ![]() |
Ezel eus | Trinded kristen ![]() |
Erlec'hiet gant | Simon of Cyrene ![]() |
Tachenn | parable ![]() |
Levezonet gant | Yann ar Badezour ![]() |
Diskouez a ra | Christ ![]() |
Studiet gant | Christology ![]() |
Hashtag | christ ![]() |
Deskrivet dre | cultural depictions of Jesus, Holy Face of Jesus, Visions of Jesus and Mary, Shroud of Turin ![]() |
Dezverket dre | sinless ![]() |
Istor | historicity of Jesus ![]() |
Dedennet gant | God as king, charity, karantez, Feiz ![]() |
Manifestation of | dying-and-rising deity ![]() |
Source of income | charity ![]() |
Narrative role | tudenn-bennañ ![]() |
Manner of inhumane treatment | Skourjezañ ![]() |
Item disputed by | dizoueegezh ![]() |
Enebet ouzh | Antichrist ![]() |
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh | |
![]() | |
Istor ar Gristeniezh | |
Doueoniezh kristen | |
Iliz Kentañ |
Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.
Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K.[1], a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter[2], e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus[3].
Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat. Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen[4]. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.
Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar Pevar Aviel dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner. Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman, Flavius Josephus, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)
Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv Jezuz an Nazaredad, hag a zo diazezer ar relijion gristen.
Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :