Yeodi

Ar pont dreist d'ar Yeodi,
etre Tredarzeg ha Landreger
Statud stêr
Hirder 47,8 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad 388 km²
Bro(ioù) douret Banniel Treger Treger
Diazad stêrioù
?
En em daol e Gindi e Landreger
Ledander er genoù ?
Andon "Penn-Yeodi" e Louergad
Adstêrioù ?

stêr • hidrologiezh

Ar Yeodi[1] (Jaudy e galleg) zo ur stêr, pe rinier, eus Treger (Breizh) hag a red dre Vro-Dreger etre Menez Bre ha Mor Breizh. 47,8 km hed zo dezhi.

Red

Eieniñ a ra e "Penn-Yeodi", e Louergad, e-harz ar Menez Bre.
Tremen a ra dre Treglañviz, Pederneg, Sant-Laorañs, Brelidi, Peurid-ar-Roc'h, ar Roc'h-Derrien, e-lec'h ma krog an aber, Ar Vinic'hi, Trogeri, Pouldouran, a-raok erruout e Landreger ma’n em vesk gant ar Gindi en un aber eus ar re vravañ. Reiñ a ra e anv da Beurid-ar-Roc'h, e galleg Pommerit-Jaudy ; d'ar Roc'h-Derien, gwechall-gozh ul lodenn eus Peurid : ar Roc'h-Yeodi.

Adstêrioù

Saotradur

Fazioù diwar benn ar Yeodi

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù

  1. Yodi e Geriadur Hemon-Huon, 1993
  2. (fr) Eau & Rivières de Bretagne : LA POLLUTION DU JAUDY : UNE VERITABLE CATASTROPHE ECOLOGIQUE.