Redadeg

Ur redadeg a vez lavaret eus pezh a ra tud o redek a-gevret. Pa ne vez nemet un den o redek e komzer eus redadenn un den.

Kevezadeg

Peurvuiañ e klask ar rederien redek buanañ ma c'hallont evit gounit. Ur gevezadeg tizh eo neuze.

Redadegoù a bep seurt

A bep seurt redadegoù a vez, ha redek a vez graet e meur a zoare :

Atleterezh

En atleterezh e vez termenet pizh an traoù pa gomzer eus an diskiblezhioù olimpek :

Estreget ar maraton an holl gevezadegoù-se a vez redet war roudenn.

E-touez dek diskiblezh dekatlon ar baotred e kaver peder redadeg : 100 metrad, 110 metrad lamm-garzh, 400 metrad ha 1 500 metrad.

E-touez seizh diskiblezh heptatlon ar merc'hed e kaver teir redadeg : 100 metrad lamm-garzh, 200 metrad ha 800 metrad. Graet e vez kevezadegoù kevredet eus an heptatlon hag an dekatlon.

Redadegoù hep gounit