Ar Gras de Douarnenez a zo anv abadenn an Ened e Douarnenez e departamant Penn-ar-Bed. Anvet e vez alies les Gras de Douarn' pe zoken les Gras gant an dud kustumet. Padout a ra 5 devezh e kreiz miz C'hwevrer, hag un heuliad balioù ha dibunadegoù eo.
Orin ar gouel-se a zo e 1835[1].
Brudet mat eo ar fest-mañ e Breizh, dreist-holl evit an nozvezh gentañ e lec'h ma vez tronet roue ar gouel anvet an Den'Paolig. Ha devet e vez ar maskotenn-se devezh ziwezhañ ar fest, hag e vez aozet un abadenn treuzwisket hep tem resis ebet war ar porzh kozh.
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |