Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask.

Ar ger departamant a vez implijet evit ober anv eus ur bastell-vro velestradurel. Dont a ra ar ger eus an anv gallek département.

Istor

Kentañ ma voe implijet ar ger a oa er XVIIvet kantved e Bro-C'hall . Ur raktres da rannañ ar vro a oa bet savet gant Marc-René d'Argenson e 1665 ha kinniget d'ar roue Loeiz XIV.

Er IVe kantved e tivizas an impalaer Diokletian rannañ an impalaeriezh dre e bevar frefeti isrannet e diosezoù, isrannet e proviñsoù.

E brezhoneg e vez troet départamant gant "kevrenn" peurliesañ pa vez kaoz eus rannadur ur servij melestradurel pe zeskadurel : Kevrenn an dornskridoù e Levraoueg Vroadel Frañs ; Kevrenn ar yezhoù en ur skol-veur.

E meur a riez e vez implijet department (SUA) pe departamiento evit ur ministrerezh.

Gwelet ivez