An delwen roman-se a vefe hini Flavius Josephus[1].
Jüdische Chronic, troidigezh graet e 1552, en alamaneg, eus ar Bellum Judaicum « Brezel ar Yuzevion », gant Flavius Josephus. Pajenn ar golo, ha skeudenn savet diwar faltazi.

Flavius Josephus (Ἰώσηπος / Iốsêpos e gregach), met Yosef ben Matityahou e anv orin (en hebraeg: יוסף בן מתתיהו da lavarout eo Jozef mab Mazheas) a oa un istorour yuzev a skrivas e gregach, a voe ganet er bloavezh 37 hag a varvas er bloaz 100.

E vuhez

E dad, Matityahou, a oa beleg yuzev e Jeruzalem, e Judea. Er bloaz 64, en amzer an impalaer Neron, e voe kaset da Roma da glask lakaat dieubiñ beleien bac'het gant ar Romaned. E 67, hag eñ gouarnour Galilea, e kemeras perzh en emsavadeg yuzev a-enep ar Romaned.

E penn an arme roman e oa Flavius Vespasian hag e vab Titus, a voe impalaerien diwezhatoc'h. Dre ma oa sur Yossef ben Matityahou e oa re greñv ar Romaned e klaskas mont da hanterour etre an alouberien hag an emsavidi: kement-se a sachas brud an trubarderezh war e gein e-touez ar Yuzevion. Diouganiñ a reas da Vespasian e vije impalaer. Marteze zoken e kemeras perzh en irienn a gasas anezhañ da impalaer. Dieubet e voe e 69, hag arvestiñ a reas ouzh seziz ha kemeridigezh Jeruzalem gant Titus er bloaz war-lerc'h. War-dro 70 e tibriedas Josephus digant e wreg kentañ da zimeziñ gant ur vaouez yuzev eus Aleskandria, daou vugel o devo, unan anezho a vo ur mab, Flavius Hyrcanus e anv. E 71 ez eas da chom da Roma, ha dont a reas da vout keodedour roman dindan an anv a d-Titus Flavius.

Oberennoù

Skrivet en deus al levr istor anvet Antiquitates Judaicae e-lec'h ma kaver ar pezh zo anvet an Testimonium Flavianum diwar-benn Jezuz-Krist.

Liammoù diavaez

Poltred faltazius Flavius Josephus, en un engravadur evit an droidigezh saoznek, graet gant William Whiston, eus oberennoù Josephus.

Levrlennadur

Notennoù

  1. Plagnieux, P. 'Les sculptures Romanes' Dossiers d'Archéologie (January 2001) pg 15