Jacob ha Wilhelm Grimm
brother duo
Anv e yezh-vamm an denBrüder Grimm Kemmañ
Anv-familhGrimm Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
Tachenn labouryezhoniezh Kemmañ
Floruit19. century Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Oberenn heverkKontadennoù Grimm Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Wilhelm Grimm (en tu kleiz) ha Jacob Grimm (en tu dehoù). Elisabeth Jerichau-Baumann, 1855. Berlin, Staatliche Museen.
Monumant d'ar vreudeur Grimm en Hanau.

Ar vreudeur Grimm, pe Jacob ha Wilhelm Grimm, a zo daou vreur brudet e lennegezh Alamagn hag en hini ar bed abalamour d'ar c'hontadennoù o deus dastumet hag embannet. Daou yezhour e oa Jacob Grimm (4 a viz Genver 1785 - 20 a viz Gwengolo 1863) ha Wilhelm Grimm (24 a viz C'hwevrer 1786 - 16 a viz Kerzu 1859).

O bugaleaj

Eus Saks e oa an tiegezh, protestanted an dud-kozh. Nav bugel o doe Philip ha Dorothea Grimm ha c'hwec'h anezho a chomas bev[1] : Jacob, Wilhelm, Carl, Ferdinand, Ludwig ha Charlotte. Ganet e voent en un ti e kêr Hanau e-kichen Frankfurt am Main, e rannvro Hessen.

Pa oant studierien e oant enebet ouzh sujidigezh o bro a oa bet lakaet dindan gazel-gê gant an impalaer gall Napoleon hag e armeoù. Levezonet e oant gant skrivagnerien ar romantelezh alaman. Ar re-se a oa yaouankizoù troet da zisteurel al levezon c'hall ha da glask gwrizioù o sevenadur alaman el lennegezh-pobl. Studiet e veze gante ar skridoù kozh en o yezh. E-touez an dud-se e oa daou varzh, Clemens Brentano hag Achim von Arnim a zastumas kanaouennoù-pobl etre 1806 ha 1808 hag a embannas anezhe en un oberenn anvet "Des Knaben Wunderhorn" (Korn Hud ar Bugel). Evelte e reas Kervarker, pa zastumas kanoù Barzaz Breiz, embannet e 1839, ha Fañch an Uhel gant Gwerziou Breiz Izel 1868 ha Soniou Breiz Izel e 1890.

Kenlabourat a reas ar vreudeur Grimm gant an dastumerien kanaouennoù, ha dont a reas c'hoant dezhe da vont da zastum kontadennoù-pobl o bro. Evel-se eo, hag abalamour dezhe, ec'h anavezomp Gwennerc'h, Luduennig, ha meur a gontadenn all.

War roudoù ar vreudeur Grimm ivez ez eas Fañch an Uhel pa zastumas kontadennoù-pobl Breizh. E broioù all e oa tud all c'hoazh oc'h ober labour heñvel, evel Afanassiev e Rusia

Hep labour ar vreudeur Grimm eta e vije bet kollet teñzorioù : re Alamagn evel-just, hogen re Breizh ha meur a vro all c'hoazh ivez, ha paouroc'h e vije bet hon sevenadur.

Dastum mojennoù

En 1811 ec'h embannas Wilhelm Grimm e levr kentañ, troidigezhioù diwar mojennoù danek, Altdänische Heldenlieder. En 1812 e voe kentañ levr an daou vreur diwar-benn an Hildebrandslied hag ar Wessobruner Gebet. hag e dibenn ar bloaz e teuas a zindan ar wask al levr Kinder- und Hausmärchen 900 skouerenn anezhañ.

Oberennoù an daou vreur

Oberennoù Jacob Grimm

Oberennoù Wilhelm Grimm

Oberennoù en o daou anv

Studioù diwar-benn ar vreudeur Grimm


E yezhoù all

E brezhoneg

Meur a wech ez eus bet troet pe adkontet kontadennoù dastumet gant ar vreudeur Grimm.

Doareoù berr pe verroc'h darn eus ar marvailhoù zo bet embannet en dastumad levrioù ar vugale, hep anvioù an oberourien orin nag an droourien peurvuiañ, hag unan bennak eeunaet, evel Gwennerc'h, gant TES.

E galleg

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (en)article sur NewsFinder.
  2. Hag adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1994: Danevelloù troet gant R. Hemon levrenn III.