Trier

Ur gêr eus kornog Alamagn eo Trier ( Augusta Treverorum e latin, Trêves e galleg), e Rheinland-Pfalz, war ar stêr Mosella

Douaroniezh

Trier emañ war ar stêr Mosella, war an hent roman eus Metz da vMainz.

Anv

Stummoù skrivet

Ardamezioù Trier

Gerdarzh

Dont a ra an anv Trier eus anv ar bobl c'halian Treveri. Augusta a dalv kement hag Impalaer.

Ardamezioù

Skoed Trier a zo da lenn evel-henn ː "en gul, e Sant-Pêr en aour, o zougenn ul levr en gul, ha rod-heoliek en argant"

Istor

Trier e oa oppidum an d-Treveri.

War a seblant e oa bet ur c'hamp roman war an uhelenn Petrisberg, war-dro 30-29 kent J.-K[1].

Tabut zo bet evit gouzout de betore mare e oa bet savet ur gwir kêr eno. Darn o deus soñjet e oa da vare Aogust, darn all da vare Klaod. Mes, dre ma ouzer e oa bet diskaret gwez diazez ar pont war-dro 18 pe 17 goude J.-K.,[2], sklaer eo e oa da vare Tiber (impalaer eus 14 da 37)

Trier zo bet savet da gêr-benn Belgica Iañ.

Porta Nigra; gweled diabarzh

Penngarter evit ar C'hornog. Anavezet e oa evel Roma an Hanternoz.

Stal-labour binvioù-brezel, arsanailh, ostel ar moneiz, ...

En em roet da Vaksim (Macsen Wledig) e 383.

Barnet eo oa Pricillianus hag e vignoned d'ar marv war-dro 385, en desped m'en devoa goulennet truez gant an eskob sant Marzhin Vaximus.

Adkemeret e 388 gant Arbogast, evit kont Teodoz Iañ. Viktor, mab yaouank Maximus, oadet war-dro seizh vloaz nemetken, e voe laket d'ar marv war un dro.

Trier zo bet gwastet ouzhpenn pemp gwech adalek marv Valentinian Iañ.

Kouezhet etre daouarn ar Franked. Bet goude se eus bro Austrasia, impalaerezh Lothair, rouantelezh Lotharingen, rouantelezh Germania

Porta Nigra; gwelet diavez

Savadurioù

Monumantoù roman

Monumantoù all ː

Tud

Lervlennadur

Liammoù diavaez

Daveoù

  1. cf Nancy Gauthier, p. 18
  2. cf. Nancy Gauthier, p. 19
  3. cf. M.-N Bouillet