Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.

Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.

Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.

Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.

Korfadurezh

Gar un den, gwelet eus a-dreñv
Eskern divhar un den

Rannbarzhoù

C'hwec'h rannbarzh pennañ zo e divhar un den, eus al laez d'an traoñ.

  1. Rannbarzh an divglun, etre al lestr hag ar vorzhed.
  2. Rannbarzh an divorzhed, etre an divlez hag an divorzhed.
  3. Rannbarzh an daoulin, etre an divorzhed hag an divesker.
  4. Rannbarzh an divesker, etre an daoulin hag an daouufern.
  5. Rannbarzh ar chouk-troad, eleze ar c'houbloù etre an divesker hag an daoudroad.
  6. Rannbarzh an daoudroad.

Eskern

Kigennoù

Kigennoù tal an divorzhed
Kigennoù an divesker

Da 56 e sav an niver a gigennoù a laka gar un den d'e zerc'hel sonn ha da fiñval (kerzhet, lammat, azezañ, hag all) : 14 e rannbarzh an divglun, 14 e rannbarzh an divorzhed, 14 e rannbarzh an divesker, ha 12 e rannbarzh an daoudroad.

Kreñv-tre eo kigennoù an divorzhed, pa rankont dougen ar c'horf. Etre an daoulin hag an daoudroad emañ kigennoù ar c'hofoù-gar ; pouezus int pa gerzher, pa lakaont ar gwad da redek en divhar a-bezh.

Gwazhiadurezh

Ar gwazhiennoù a heuilh an talmerennoù evit adkas ar gwad d'ar galon. ==Nervennoù Pemp nervenn bennañ zo e gar un den : nervennoù ar c'hof-gar, a zo rannet etre an nervenn diavez, an hini ziabarzh ha hini ar spilhenn ; an nervenn a-spilhenn don ; an nervenn a-skin.

Loened

Surjianerezh

Ar sent Kosmas ha Damian o treuzplañtañ ur c'har nevez ouzh un den, XVIvet kantved

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
gar

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gar er
wikeriadur, ar geriadur frank.

C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.

Pa ne chom nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.

Dilhad

Troioù-lavar

Skeudennoù

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 515-a