Troad un hinienn diabetek taget gant ar brein-krign
Miracolo_di_Aurelia_Degli_Angeli, e 1610.
Ar soudard Milton E. Wallen gloazet e-pad brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika klañv gant ar brein-krign e 1863.

Ar brein-krign, pe ar varvenn-gig (gangraena e latin, eus ar ger gregach gagraina (γάγγραινα) a dalv kement ha breinadur an danvez) eo an anvioù a roer d'an droug a laka danvez kig un den da vervel[1]. Mammenn ar c'hleñved a zo ur stankadur gwazienn deuet diwar un emboestadur, ur stroñs, ur bilimadur pe goude bezañ bet diskouezet d'ar yenijenn sklas.

Yezh

Kentañ meneg eus ar c'hleñved a vefe er XVIvet kantved, e Bro-Saoz, en ur werzenn diwar zorn Shakespeare en drajedienn Coriolan :

Orin ar c'hleñved

An orin aliesañ a vez un diskrog hir pe ur red difonnus a-grenn gant gwaziadur ar gwad. Er c'hantvedoù tremenet, ar gloazadennoù brezel pareet fall ha bilimet a oa mammenn d'ar brein-krign ha goude-se da ziskolpañ lodenn klañv ar c'horf met ne oa ket dre ret ur pare diskoulm e-tal ar marv[2]

Hep oksigen, al lien-kig a ya da anaon ha goude-se da vreinañ.

Doareoù brein-krign lies

Breign-krign sec'h

Merzhet e vez dre liv al lien-kig o vont etrezek an teñval. Dre vras e vezo du ha sec'h al lien-kig klañv.

Brein-krign gleb

Dont a ra adal ur brein-krign sec'h pe ur bilimadur mikrobek. Merzhet e vez gant c'hwezadur ha breinadur al lien-kig, ouzhpenn da-se e vez muioc'h-mui dourennek ha brein.

Brein-krign aezhennek

Merzhet e vez dre ur bilimadur mikrobek gant kellidoù en o aes en un aergelc'h hep oksigen, (Evel Clostridium perfringens doare A)), hag ur broduerezh gaz el lien-kig klañv.

Doareoù breign-krign ral

Breign-krign Fournier

Breign-krign Fournier a zo ral, tagañ a ra organoù engehentiñ hag seier ar baotred dreist-holl.

Brein-krign Buerger

Brein-krign Buerger pe kleñved Buerger a zo ur brein-krign ral hag a dap ar baotred yaouank dreist-holl, dre un aergelc'h yec'hed troet da fall gant a butuniñ sot.

Ur c'hleñved marvus

Ar brein-krign aezhennek a zo an hini dañjerusañ ha marvusañ. Ma ne vez ket talet ouzh ar bilimadur, an toksinoù a zeio etrezek ar gwad ha goude-se betek an organoù diazez.

Talañ ouzh ar brein-krign

A-benn talañ ouzh donedigezh ar brein-krign ez eo ret kaout louzhoù efedus roet alies ha ret eo naetaat lies ar gloazadennoù.

Tud brudet aet da anaon gant ar brein-krign

Evit kavout ul listenn glok gwelet Tud aet da anaon gant ar brein-krign

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. http://www.larousse.fr/encyclopedie/medical/gangr%C3%A8ne/13250.
  2. http://www.medicalnewstoday.com/articles/158770.php.