Enez Feydeau a oa un enezenn el Liger, e kreiz-kêr Naoned. Lodennet e voe hag ar c'hentañ tiez savet warni er bloavezhioù1720, dindan renerezh Paul Esprit Feydeau de Brou, kuzulier-stad Bro-C'hall ha merour Breizh adalek 1716 betek 1728 hag en deus roet e anv d'an enezenn. A-raok ar bloavezhioù 1720 e veze graet île de la Saulzaie diouti.