An egorvulzun (egor + bulzun) a zo un egorlestr da vezañ kaset en egor ha da vezañ adimplijet. N'eus nemet an orbiter hag ar poulzerioù a c'hell bezañ adimplijet pa'z eus ezhomm eus ur gibenn ouzhpenn ha na zeu ket war an douar en-dro. Div reizhiad egorvulzunoù a zo bet savet : unan gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet (Space Shuttle) ha meur a orbiter a zo bet kaset en egor hag adimplijet pa n'en deus ket gouarnamant an URSS gant an egorvulzun Bouran.
Ar pezh a vez anvet an egorvulzun stadunanat a zo ar Reizhiad treuzdougen en egor e anv ofisiel. Fardet ha kaset d'en egor e vezont gant an National Aeronautics and Space Administration (NASA - Melestradurezh Vroadel an Aerlestrerezh hag an Egorlestrerezh). Evit gwir, 7 orbiter a zo bet fardet, met daou a zo bet kollet dre wallzarvoud ha 7 den a zo bet lazhet bep gwech.
Palioù pennañ reizhiad an egorvulzun a zo izelaaat koust ar bannoù pa vez adimplijet al lodenn goustusañ eus ar reizhiad ha bezañ gouest da gas loarelloù koulz ha degadoù a dud d'an Egorlec'h etrebroadel (International Space Station) hag ober studioù hag arnodoù skiantel ivez.
Ar reizhiad a zo graet gant 4 ardivink bras : an orbiter, stumm un nijerez dezhañ, a reer an egorvulzun peurvuiañ, ur gibenn trelosk divent ha daou boulzer moanoc'h. An orbiter a c'hell herberc'hiañ 7 astraer, levierien, teknikianed ha skiantourien.
Un darn eus an orbiter a zo aozet evel ur c'hombod bras evit treuzgougen loarelloù ha lodennoù an Egorlec'h etrebroadel. Ma ne'z a ket an egorvulzun uheloc'h eget gwiskadoù uhel an aergelc'h e vez kaset al loarelloù war orbitoù izel.
Rakjedet eo bet e c'hell pep a orbiter bezañ lañset 100 gwech pe e-pad 10 bloavezh. Ar c'harg da zegas a oa hini al loarelloù-spierien brasañ ma krede lañ al lu stadunanat.
M'eo kaset d'an nec'h an egorvulzun e doare ma ra ar fuzeennoù e teu da bradañ war an douar en ur ziskregiñ diouzh e orbit dre implijout fuzeennoù bihan ha, pelloc'h, p'emañ en aergelc'h stankoc'h, e teu da vezañ ur blaverez.
Implijet ez eus bet egorvulzunoù zo evit kargañ loarelloù da vezañ dreset ha danvezioù da vezañ skarzhet diouzh Porzhlec'h etrebroadel an egor.
E 2004, an NASA en deus embannet ne vo ket mui lañset an egorvulzunoù goude 2010 hag un egorlestr nevez, Orion e anv, a vo savet evit kas tud d'al Loar endro. Gant fuzeennoù Ares I hag Ares V e vo poulzet an egorlestr Orion.