Ker zo ur ger a gaver a-gozh el lec'hanvadurezh vrezhonek hag en anvioù-tiegezh tennet anezho. Dont a ra eus kêr. A-wechoù e vez skrivet o varennañ al lizher K evel se : Ꝃnetra e-lec'h Kernetra.
Nevesoc'h en istor eo deuet ar pleg da implijout Ker evit reiñ anvioù da draoù all, evel tier.
Sterioù all zo gant ar gêr ker e brezhoneg avat :
18 250 a lec'hanvioù e Ker- a zo, e Breizh-Izel dreist-holl. E Breizh-Uhel e gaver ar stumm Car- hag e Bro-Gembre ar stumm Caer-. Setu un nebeud skouerioù :
Kêrioù zo e Breizh a grog gant Ker-, un nebeud skouerioù :
Karterioù zo ivez :
Lec'hioù all :
Kêrioù en estrennvro hag a grog gant Ker- e brezhoneg :
E Bro-Gembre e kaver ar rakger Car pe Caer, evel e Cardiff pe Caerdydd e kembraeg.
E Bro-Skos ez eus ur gêr anvet Kirkintilloch e saozneg. Kir- a zeu eus ar predeneg kozh "ker" pe "caer", "kreñvlec'h". Ker Pentaloch eo an anv e predeneg. Un c'heñvlec'h a oa eno da vare an impalaeriezh roman.
Castlecary zo ur gêriadenn istorel e Bro-Skos, dont a ra -cary eus ker ivez.
En Ariège e kaver an anv-lec'h Ker pe Cair a-wechoù. Talvezhout a ra kement ha « penn roc'h» pe « kribenn roc'h ». Mougevioù Ker Massat zo mougevioù ragistorel brudet er c'horn-bro-se. N'eus netra da welout gant ar ger brezhonek.
An anvioù-tiegezh brezhonek hag a grog gant Ker- a c'hall bezañ tennet eus anvioù-lec'h pe eus un atant gant anv un den war-lerc'h, da skouer :
A-wechoù eo bet brezhonekaet anvioù romanek, da skouer La Villemarquée e Kervarker, ha Moulinsart e Kervilin e troioù-kaer Tintin.
Kershaw zo un anv-tiegezh saoznek. Dont a ra eus "kirk", iliz, ha "shaw", bodad gwez.
Kerr (skrivet ivez Ker, Kear, Carr, Carre ha Cares) zo un anv-tiegezh skosat hag a zeu eus William de Ker, un Norman bet staliet eno en XIIvet kantved.
Adalek fin an XIXvet kantved, p'en deus kroget an touristerezh kouronkañ da zioren e Breizh, eo deuet ar c'hiz da envel e zi, ha dreist-holl e eilti war bord ar mor, gant Ker + un anv-bihan, pe c'hoazh Keravel, etc. Un niver bras kenañ a dier zo bet anvet evel-se war holl aodoù Breizh, hag en Argoad ivez a-wechoù. Brezhonek, gallek pe gallekaet e vez an anv-bihan peurliesañ. Skouerioù e-leizh eus ar pleg-se a zo, tier-vakañsiñ prevez met ivez kenkizoù, manerioù ha letioù savet gant tisavourien vrudet, da skouer ar c'henkizoù rummet Ker Vary ha Ker Louisic er Baol, pe e Pornizhan kenkizoù Ker Souveraine, Ker Gaïdic (tro-dro 1880) ha Ker Juliette hag a zo hiziv un domani gant letioù-annez touristel hag ur preti.
Lec'hioù zo zo bet anvet gant Ker ivez, evit abegoù liesseurt :
Embregerezhioù ha mediaioù zo o deus kemeret un anv graet gant Ker ivez, a-wechoù gant ur ger gallekaet pe saoznek :
Traoù all :