Iliz-veur Canterbury gant abati Sant Aogustin dirak.

Canterbury (Caergaint e kembraeg, Kêrgent e brezhoneg a-wechoù) zo ur gêr e gevred Bro-Saoz, e kontelezh Kent, war lez ar stêr Stour. Un iliz-veur brudet zo enni, ha skrin sant Thomas Becket miret en he ser. Emañ kêr war roll Glad ar Bed an UNESCO hag ur gêr touristel-kenañ eo. Arc'heskob Canterbury eo primad Iliz Bro-Saoz hag anglikaned ar bed a-bezh.

Douaroniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un oppidum keltiek meur a oa e Bigbury. Tapet e voe gant ar Romaned e-kerzh argadoù Julius Caesar, e 55 kent J.-K., ha Klaod, e 43 goude J.-K.. Ar Romaned o deus kavet gwelloc'h dilezel ar c'hreñvlec'h-se evit sevel ur gêr nevez, digor, a-dreuz gwernioù ar Stour, izeloc'h (gwelout gerdarzh : Durovernum). Durovernum zo bet kelc'hiet goude gant mogerioù war-dro 270.

Krennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Durovernum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Ptolemeus : 'Darovernon, c 150 ; 

- I.A 4 : Durovernon ; 

Durovernia 605 BCS 5 ; 

Durouernis c. 730 Bede ; 

Durobernia c. 894 Asser.

Displegadenn : * duro = kreñvlec'h; *verno = gwernioù

- Ptolemy II,3,12 : Darouernon (= Darvernum), a polis of the Cantiacii ; var. Darouenon'(Darvenum).

A.I 4725 (Iter II) : 'Duroruerno

A.I 4734 (Iter III) : Durarueno

A.I 4739 (Iter IV) : Duraruenno

Ravenna 10636 ()R&C 72) : Duroaverno Cantiacorum

T.P : Duroaverus

Canterbury

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nennius :

- Cair Ceint (de Civitatibus Brittanniae, n° 13)

Skrivet Kaerreint gant Lewis Thorpe (ii,9).

E. Ekwall :

- Cantwaraburg, 754, Contwaraburg 851 ASC

- Cant-, Contwaraburg c 890 OEBede

- Canterburie 1086 KInq

displegadenn : Bourg (kreñvlec'h pe kêr) ar Cantware "pobl Kent

A.D. Mills :

- Cantuarabyrg, 805-10;

- Cantwaraburg c. 900;

- Canterburie 1086 DB

Ardamezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En argant e deir moualc'h en sabel pigoset hag iziliet en gul, e gab en gul karget gant ul leonparzh en aour teodet ha krabanet en glazur.
Ardamezioù Thomas Becket († 1170), bet merzheriet Arc'heskop Canterbury, gant kab Plantagenet.

Lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Canterbury

a vo kavet e Wikimedia Commons.