Un arzour bannoù-treset eo Zep, Philippe Chappuis e gwir anv. Ganet e oa d'ar 15 a viz Kerzu 1967 e Onex e Suis. Titeuf eo e dudenn vrudetañ.
Buhez
Mab ur poliser hag ur gemenerez. Krouiñ a ra e fanzine kentañ e 1979 hag envel a ra anezhañ Zep evit enoriñ Led Zeppelin[1]. Enfredet eo gant Kelaouenn Spirou e 1985[1]. Tresañ a ra un toullad farsoù e-barzh Fluide glacial, embann a ra tri albom, Victor n'en rate pas une e 1988, Léon Coquillard e 1990 ha Kradok Amanite Bunker e 1991. Gant se ne chom ket diseblant ha gant an embannadurioù Glénat e krog troioù-kaer Titeuf e 1992.
Berzh bras a ra Titeuf : ur milion albom gwerzhet e fin 1998, 16 milion troet e 25 yezh e 2008[1]. Arnodiñ a ra traoù heroc'h eta, evel Le Guide du zizi sexuel skrivet gant e wreg Hélène Bruller (merc'h-vihan Jean Bruller), gwerzhet muioc'h a dri milion skouerenn, ar gelaouenn Tchô! e 1998 (a zo he anv estlamadell muiañ karet Titeuf), hag o paeroniañ tresadourien yaouank e-barzh an heuliad bannoù-treset evit ar yaouankiz « Tchô! La collec' ».
Zep a zo ivez sot gant ar sonerezh, dreist-holl ar rock (evel Bob Dylan), enoriñ a ra e lezanv ar strollad Led Zeppelin. Embann a ra e 1999L'enfer des concerts.
Savet en doa ur strollad sonerezh anvet Zep'n'Greg, heñvel awalc'h ouzh ar strollad suis Le Beau Lac de Bâle. Graet o doa div bladenn a ganaouennoù fentus evel : « Dieu m'a changé en Suisse-Allemand », « Pôv'Type Song », pe « Les couilles à tonton ». Goude bezañ dispartiet ar strollad, Zep ha pevar eus e vignoned e sav ur strollad all anvet Blük Blük[2]. Kanañ a reont kanaouennoù leun a fent evel « Légalisez le Cenovis », « Où sont les groupies ? » « Moi je suce des Sugus », « Le rebelle suisse » hag all. Paouez a ra en ur mod ofisiel d'an 8 a viz Gwengolo 2007, goude mont kuit ar c'haner Ernest Blük. Tresañ a ra e 2006 skeudenn ar festival sonerezh Musiques en Stock.
E linenn a zo tost ouzh al linenn sklaer evel e-barzh Titeuf, tresadennoù all avat a zo "laoskoc'h", en o zouez dourlivadurioù evel e garnedoù beajiñ hag e labour skeudennaouiñ evit pladenn Jean-Jacques Goldman « Chansons pour les pieds » e 2001. Sot e Zep ivez gant bannoù-treset Carl Barks. Pa oa presidant festival Angoulême e 2005 en doa pedet Don Rosa, unan eus tresadourien aet war lerc'h Barks.
Levrlennadur
Senario ha tresañ
1988 : Victor n’en rate pas une !!
1993 : Dieu, le sexe et les bretelles (Titeuf levrenn 1)
1993 : L’amour c’est pô propre... (Titeuf levrenn 2)
1994 : Ça épate les filles... (Titeuf levrenn 3)
1995 : C’est pô juste... (Titeuf levrenn 4)
1995 : Les amours contrariées de Calin & Labelle
1996 : Titeuf et le derrière des choses (Titeuf levrenn 5)
1996 : Réalise toi-même un album de Titeuf
1997 : Tchô, monde cruel (Titeuf levrenn 6)
1997 : Les filles électriques
1998 : Le miracle de la vie (Titeuf levrenn 7)
1999 : L’enfer des concerts
2000 : Lâchez-moi le slip ! (Titeuf levrenn 8)
2001 : Zep à Sierre
2001 : Mes héros de la Bande Dessinée
2002 : La loi du préau (Titeuf levrenn 9)
2004 : Nadia se marie (Titeuf levrenn 10)
2005 : Petite poésie des saisons
2006 : Découpé en tranches, ul levr diwar-benn an touelloù kollet ha spioù ur rummad
2006 : Mes meilleurs copains (Titeuf levrenn 11)(liv gant Nob)
2008 : Le sens de la vie (Titeuf levrenn 12)(liv gant Nob)
2008 : Titeuf le coffret 1 (Titeuf levrennoù 1 da 6 )
2008 : Titeuf le coffret 2 (Titeuf levrennoù 7 da 12)
2009 : Titeuf Intégrale 40 ans (Titeuf levrennoù 1 da 12 + barzhoniezh vihan ar pevar amzer)
2009 : Happy Sex
2010 : Happy Girls
2010 : Zep, le portrait dessiné
2010 : Dieu, le sexe et les bretelles (Titeuf levrenn 1)(liv gant Nob)
2010 : Happy Rock
2012 : À la folie ! (Titeuf levrenn 13)
2013 : Titeuf 20 ans
2015 : Bienvenue en adolescence (Titeuf levrenn 14)
Titeuf embannet e brezhoneg
Lezenn ar bratell
Roit peoc'h d'am revr!
Burzhud ar vuhez
Keno bed kriz
Red ar vuhez
Senario
2004 : L'invincible (Captain Biceps levrenn 1)(tresañ gant Tébo)
2005 : Le redoutable (Captain Biceps levrenn 2)(tresañ gant Tébo)
2006 : L'invulnérable (Captain Biceps levrenn 3)(tresañ gant Tébo)
2007 : L'inoxydable (Captain Biceps levrenn 4)(tresañ gant Tébo)
2008 : Les Chronokids levrenn 1 (tresañ gant Stan ha Vince)
2008 : Les Chronokids levrenn 2 (tresañ gant Stan ha Vince)
2008 : Deviens un prince du crayon en 86 leçons (Penaos tresañ ?)(tresañ gant Tébo)
2010 : Les Chronokids levrenn 3 (tresañ gant Stan ha Vince)
2011 : L'intrépide (Captain Biceps levrenn 5)(tresañ gant Tébo)
2012 : Les Chronokids levrenn 4 (tresañ gant Stan ha Vince)
2012 : Contre la fin du monde (Les Chronokids levrenn 5) (tresañ gant Stan ha Vince)
2014 : Le retour du poing de la justice (Captain Biceps levrenn 6)(tresañ gant Tébo)
2012 : Contre la fin du monde (Les Chronokids levrenn 6) (tresañ gant Stan ha Vince)
Tresañ
1990 : Léon Coquillard / divisionnaire de l'après 26 novembre (testenn gant Gilli)
1991 : Kradok / Amanite Bunker (testenn gant Leglode)
1996 : Ecouter, c'est l'aventure (la main tendue)
1999 : Mines antipersonnel / faut pô laisser faire (diazezadur suis evit sikour ar re skoet gant ar minoù antipersonnel)
2001 : Le guide du zizi sexuel (testenn gant Hélène Bruller)
2003 : Les minijusticiers (testenn gant Hélène Bruller)
2004 : Le monde de Zep (art-book)
2006 : Portraits de famille (testenn gant Benoît Mouchart), embannadurioù Christian Desbois, 2006 ISBN 2-910150-31-3
A-stroll
1997 : A fond la gomme (Les motos de ma vie)
1999 : Les restos du coeur (Solidarité au caramel)
1999 : Sales petit contes (Les petits chats se cachent pour mourir)
Enoriñ a ra Zep e-barzh Mes héros de la Bande Dessinée tresadourien evel Bilal, Dupuy-Berberian, Moebius, Loustal, Jacques Tardi, Uderzo… Ar re-mañ a ro an enor en dro dezhañ e-barzh an diskouezadeg « Portraits de Titeuf » hag al levr heñvel e anv embannet gant Glénat.
Roet eo dezhañ Priz Meur festival Solliès-Ville e 2000, ha dreist-holl Priz Meur kêr Angoulême e 2004, ur priz roet d'e 37 bloaz nemetken! War lerc'h anvioù bras evel Gotlib, Franquin pe c'hoazh Will Eisner.
Prizioù all : e 2009 ar priz "Showbusiness" eus ar Swiss Award[3], e 2010 ar "Globe de Cristal" eus ar gwellañ bannoù-treset evit Happy Sex.