E Breizh eo un anv brudet peogwir eo anv gallekSant Erwan Landreger, pe Yves Hélory de Kermartin, Ivo e anv latin, sant brudetañ Breizh.
Eilstummoù
Yvon evit ar baotred ; Yffick (un hiron a stag al lostger-bihanaat brezhonek ouzh an anv gallek, skrivet neoazh e-giz ma vez klevet digant ar vrezhonegerien)
Erwan, Ewan, Eozen, Yeun, Youenn, Cheun e brezhoneg
Ivo e latin, implijet ivez en italianeg, nederlandeg ha yezhoù all eus Europa ar c'hôrnog. Arabat droukveskañ gant Ivo, deveret eus an anv slavek Ivan, a gaver e serbeg ha sloveneg