Winog a oa ur sant brezhon, ganet etre 640 et 650, ha marvet d'ar 6 a viz Du 716, pe 717, e Flandrez. D'ar 6 a viz Du, deiz e varv, e vez goueliet ar sant, hervez giz an iliz katolik.
Winog (pe Winoc, Winok, hep ankouaat ar stummoù kozh Uinnnoc ha Uinoc), a zo un anv brezhonek kozh,
Savet eo an anv diwar ar wrizienn Uinn, a zo gwenn e brezhoneg hon amzer, ha gwyn e kembraeg. Gwennog pe Gwenneg e vije er yezh a vremañ. Anv meur a zen eo bet evit-doare.
Hervez ar vojenn e oa niz, pe mab, pe breur, da Yezekael, roue Domnonea. Gant tri c'hile dezhañ, e eontr Judog (pe e vreur?), Madog, hag Arnog, e oa aet da-gaout Bertin, a oa diskibl da sant Kolomban, du-hont e hanternoz Bro ar Franked.
Savet e voe gantañ abati Sint-Winoksbergen, anv flandrezek al lec'h a zo Bergues bremañ er Republik C'hall.
E 685, war c'houlenn sant Omer, e savas un abati all e Wormhout hag eno e voe beziet.
E 1024, distrujet abati Wormhout gant an Normaned, e voe savet un abati nevez gant Baudouin IV e Sint-Winoksbergen. Degaset e voe di relegoù ar sant a oa repuet ur pennad en iliz Saint-Omer.
Da vare an Dispac'h gall e voe distrujet an abati hogozik penn-da-benn; miret e voe an tourioù.
E Kembre e kaver
N'eo ket sur e vije ar memes den evel sant Breizh avat.