Vichnou (sañskriteg विष्णु, distaget: viṣṇu), anvet ivez Narayan(a) (नारायण; nārāyaṇa) a zo unan eus doueed an hindouegezh, liammet ouzh ar c’hendalc’h hag ar gwarez. Eil doue an trimourti (trimūrti) eo, gant Brahma ha Chiva. Doue ar vuhez-marv-adc’hanedigezh eo ivez. Gant an trimourti ez eo aroueziet kelc’h ar vuhez :

Vichnou azezet war e lotuzenn

Alies e vez skeudennet Vichnou azezet pe o tiskuizhañ war ul lotuzenn. Dimezet eo gant Lakshmi, doueez ar binvidigezh hag ar chañs. Gantañ e vez ivez e erer, Garouda e anv. A-drugarez d’ar rishi e teuas a-benn Vichnou da aozañ un arsav-brezel etre Vritra hag Indra. A-wechoù e vez gwelet ivez an Douar (Bhūmi pe Bhû Devi) evel gwreg Vichnou. Pa oa war-nes bezañ beuzet dindan an dour e voe saveteet an Douar gantañ (dindan ur stumm all anvet Varâha). Liammet eo ivez ouzh ar roueelezh, rak stag eo an Douar (Bhūmi) hag ar chañs (Lakshmi) ouzh ar roue. E sañskriteg ec’h implijer ar ger bhūpati da dermeniñ ar roue, hag ar ger-se a c’hall talvezout “mestr” pe “gwaz” an Douar.

Bepred e vez gwisket gant ur mintr, un arouez ouzhpenn eus ar roueelezh. Daoust ma c’haller soñjal ez eo Indra roue an doueed e tiskouez an arouez-se eo bet kemeret ar roll-se gant Vichnou. Kemend-se a zo kadarnaet gant ur bern mojennoù e-lec’h ma vez mezhekaet Indra gant Vichnou (dindan unan eus e enkorfadurioù).


Skeudennadur (mûrti) Vichnou

Delwenn Vichnou e Singapour, gwelet e vez 12 skeudenn anezhañ

Vichnou zo gouest da gaout dek stumm disheñvel pa rank saveteiñ an dud rak ar marv (e-barzh an dour da skouer e teu da vezañ kurma, ar vaot).

Enkorfadurioù Vichnou

Pa vez ar bed war-nes mont da rouestl e vez enkorfet Vichnou. Rama ha Krishna eo enkorfadurioù brudetañ Vichnou. Hervez ar Bhagavad-Gita eo deuet Vichnou war an douar dindan dek stumm disheñvel :

Chaitanya a zo gwelet ivez evel ur skeudenn eus Vichnou, evel enkorfadur Krishna.

Ne ouezer ket pegoulz ha penaos eo kroget azeulerezh Vichnou. Er Veda ez eo meneget Vichnou evel un doue a eil renk, bepred gant Indra. Diwezhatoc’h eo deuet Vichnou da vezañ unan eus tri doue an trimurti, hag unan eus re bouezusañ an hindouegezh. Doue pennañ ar vaishnava eo ivez Vichnou.