Trabant P601 (1983)
Trabant 600 Kombi

Ar c'hirri Trabant (1957-1991), lesanvet Trabi a-wechoù, a oa kirri savet en DDR gant an embregerezh VEB Sachsenring Automobilwerke Zwickau. Un arouez eus an DDR e oa deuet da vezañ. Etre 1957 ha 1991 e voe savet 3 051 385 skouerenn. An hini ziwezhañ a oa roz.[1]. E 2007 e chome war-dro 52 400 skouerenn a oa gouest da vont en-dro en Alamagn[1]. Pa veze savet e oa unan eus ar c'hirri nemeto a gouste keroc'h eil-dorn evit pa vezent prenet nevez, peogwir e oa dav gortoz etre 10 ha 15 vloaz goude bezañ gourc'hemennet ar c'harr.[1]. Trabant a zo ur ger alamanek a dalvez loarell.

Istor

Labouradegoù Auto-Union AG a oa perc'hennet gant August Horch (krouer Audi). E dibenn an Eil Brezel-bed e voe diberc'hennet gant an Arme Ruz. E 1948 e voe produet ur c'harr nevez anvet F8 e labouradeg Zwickau. Diazez an Trabant 601 (1957) e voe[2].

Keflusker an Trabant 601

Er c'hirri Trabant ne oa na pomp dour na pomp eoul ebet, na amredad lard-karr, na pomp tireoul : an trelosker a veze bouetaet gant ar pounnerder. Ar starderez a oa diazezet war pevar zaboulin hag ur rod dizalc'h a oa evit ma ne chomfe ket stardet ribouler ar c'heflusker daou bred. Gant plastik e oa savet ar c'harroñsadur. Kirri aes da dresañ er gêr gant ostilhoù eeun e oant.

Patromoù

Un Trabant livet war voger Berlin

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Trabant

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

Notennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 La Trabi fête son demi-siècle, Le Figaro/Le Figaro économie, 5 a viz Du 2007
  2. La Trabant a cinquante ans, L'Express, 9 a viz Du 2007