Tomi Ungerer, gant Claude Truong-Ngoc, Meurzh 2014

Tomi Ungerer, pe Jean-Thomas Ungerer hervez marilh an ti-kêr (1939-2019) zo un treser ha skrivagner elzasat. Brudet eo e levrioù evit ar vugale. Tresadennoù politikel hag erotek en deus graet ivez. Brudet eo e skritelloù enep brezel Vietnam hag an droukziforc'hañ gouennel.

E vuhez

Ganet e oa e Straßburg d'an 28 a viz Du e 1931. Protestanted e oa e dud, Théodore Ungerer hag Alice Essler. E dad, evel e dad-kozh hag e dad-kuñv, a oa horolajer, hag a rae war-dro orolaj astronomek iliz-veur Stassburg. Labouret en deus en New York. Marvet eo d'an 8 a viz C'hwevrer 2019 e Korkig en Iwerzhon.

Mirdi Tomi Ungerer

Mirdi Tomi Ungerer e Strasbourg.

Ur Mirdi Tomi Ungerer zo er Villa Greiner, bali ar Marseillaise, e Strasbourg.

Oberennoù

Liammoù