Thais zo ur c'hast er pezh-c'hoari Eunuchus, gant Terentius, e 161 kent JK. Diouzh e lenn, n'eus darempred ebet gant an hetairaTais. Koulskoude eo savet ar pezh diwar un oberenn all, savet gant Menandros, hag eñ serc'h dezhi.
Taide zo meneget er barzhoneg italianek Inferno (kan XVIII, 133-136), kentañ rann an Divina Commedia gant Dante Alighieri, e 1314. Eus gast Terentius ez eus kaoz gantañ, ha n'eo ket eus an hetaira istorel.
Meneget eo anv an hetaira
er barzhoneg gallek Ballade des dames du temps jadis gant François Villon,
er pezh saoznek "Doctor Faustus" gant Christopher Marlowe, e genoù Faustus, war un dro gant hini heserc'h Alesant;
Thaïs (1894) zo ur c'hoarigan gant Jules Massenet, diwar romant Anatole France.
Un dudenn a-bouez eo e romantoù istorel saoznek Mary Renault diwar-benn Alesant Veur, "Fire from Heaven" ha "The Persian Boy", hag en he buhezskrid biography "The Nature of Alexander."
Таис Афинская (Tais eus Aten) ur romant istorel rusek gant Ivan Efremov e 1972, diwar-benn an hetaira.