Sikilia (Sicilia en italianeg ha sikilianeg, dont a ra ag ar gresianeg Sikelia), brasañ enezenn ar Mor Kreizdouarel, a zo unan eus rannvroioù emren Italia. Palermo eo ar gêrbenn.
An Trinacria, 1282, eo arouez an tri beg-douar uhel : hini Trapani-Marsala er c'hornôg, hini ar biz e Messina ha hini ar gevred e Syracuse .
Ouzhpenn an italianeg e vez komzet sikilianeg gant an darn vrasañ. Ur yezh latin eo ivez, hogen roudoù arabek, gallek, germanek, spagnolek a zo ivez. Meur a rannyezh sikilianek zo ouzhpenn.
Brudet eo ar skrivagnerien-mañ eus Sikilia: