Sarah Bernhardt
Pachelbel.jpg
Pachelbel.jpg
Luc'hskeudenn gant Félix Nadar, war-dro 1878

Anv gwirion : Henriette-Rosine Bernhardt

Ganedigezh : 22 a viz Gwengolo 1844
e Pariz
Marv : 26 a viz Meurzh 1923
e Pariz
Broadelezh : gall
Barregezhioù
Pennañ : aktourez
Resped : 1862 - 1922

Sarah Bernhardt e 1880
Luc'hsk. Napoleon Sarony

Sarah Bernhardt, pe Henriette-Rosine Bernhardt hervez hec'h anv orin, ganet d'an 22 a viz Here 1844 e Pariz, ha marvet eno d'ar 26 a viz Meurzh 1923, a oa ur gomedianez c'hall. Izelvroadez e oa he mamm, Judith-Julie Bernardt (1821-1876). Dianav eo he zad, ha marteze ne oa ket gall kennebeut.

He mamm, c'hoant ganti da vezañ ur gourtizanez a-bouez eus an Eil Impalaeriezh c'hall, a gasas anezhi diwar he zro evit bezañ dieupoc'h. Kaset e voe neuze Sarah Bernhardt da Gemperle pa oa bugelig. Chom a reas pemp bloaz er vro hag ar brezhoneg e voe he yezh kentañ.
E 1853, d'an oad a nav bloaz, e voe kaset d'ur gouent e Versailhez, ma teskas galleg.[1]

E 1858, d'an oad a 14 vloaz, e voe en ur skol c'hoariva, hag e 1862 e krogas gant ar vicher ; a-drugarez da berzhioù e Phèdre ha da La Dame aux Camélias e teuas buan da vezañ brudet. Daoust ma ne rae nemet gant ar galleg e oa brudet en darn vrasañ eus Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. Abalamour d'he doare-bevañ gwallskouerius e voe kalz tabut avat.

E 1905 e c'hloazas he gar ha ret e voe he dic'hariñ. Daoust d'ar gwallzarvoud-se ne baouezas ket da c'hoari, met ret e veze da skoazellerien he dougen betek al leur-c'hoari peogwir ne c'helle ket bale ken. E 1922 e voe an dro diwezhañ d'he gwelet war ul leurenn. Marvet eo e 1923 e Pariz, diwar ur c'hleñved en he lounezhi.

Filmoù

Levrlennadur

Liammoù diavaz

Daveoù

  1. Hélène Tierchant, Sarah Bernhardt : Madame Quand même, éd. SW-Télémaque, coll. « Grands docs », 2009 (ISBN 978-2-7533-0092-7)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Sarah Bernhardt

a vo kavet e Wikimedia Commons.