Santez Fides (Sancta Fides e latin, Sainte Foy e galleg) zo anv ur santez c'halian, eus kêr Agen, e Galia, war-dro dibenn an IIIde kantved. Enoret eo bet e Breizh ivez.
"Gwerc'hez ha merzherez" eo hervez an Iliz. Nac'h a reas dianzav he feiz kristen dirak lez-varn ar prokonsul roman, Dakian, er bloavezh 303, en amzer an impalaer Maksimian, ur marevezh heskinerezh relijiel.
Poazhet e voe war ur gwele arem ha dibennet, p'edo en he zrizek vloaz. Ganti e varvas he c'hoar Alberta, sant Caprasius, ha tud all eus kêr.
Ne oa ket gwall anavezet e-maez an tolead betek an deiz ma teuas ar manac'h Avariscius, eus Conques, e Rouergue, da laerezh relegoù Santez Fides, evit o c'has d'e abati, da sachañ pirc'hirined di. Dek vloaz e vije bet o chom e kêr Agen, hag o c'hortoz ken na gavje an tu da ober e laeroñsi.
Brudet eo ar santez er broioù spagnolek evel Santa Fe.
Hervez istorourien zo ne vije ket bet anezhi, ha treuzkomprenet eo bet ar gerioù latin.