Sabrina Bryan
Sabrina Salerno

Sabrina zo un anv-badez saoznek deuet eus anv latin ar stêr a zo Severn hec'h anv saoznek, ha Hafren e kembraeg.

Istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, manac'h kembreat eus an XIIvet kantved, e oa ur vojenn diwar-benn Habren pe Sabrina, merc'h d'ur roue Locrinus ha d'e bried-kleiz Estrildis, priñsez hun. Roue e oa Locrinus e Bro-Saoz (Lloegr e kembraeg) goude marv e dad Brutus Troia, diazezet mojennel Breizh-Veur. Disteurel a reas Locrinus e wreg Gwendoloena, pe Guendolen, hag o mab Madan, da gemer Sabrina hag he mamm, met Guendolen a savas un arme a-enep dezhañ , a drec'has warnañ, hag a lakaas skeiñ Sabrina hag he mamm er stêr, a voe anvet Sabrina, anv deuet da vout Severn, pe Havren.

Brud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet an anv-badez gant ur film stadunanat e 1954, anvet Sabrina (film), renet gant Billy Wilder, ma c'hoarie Audrey Hepburn.

Un anv deuet da vout poblek en India eo abalamour ma talvez 'Sab' kement ha ' pep tra' er yezhoù hindi ha punjabi.

Tud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]