Ar Sueved o devoa savet ur rouantelezh e proviñs roman Gallaecia. Ar c'hentañ roue e oa Hermerico, a voe roet dezhañ gouarnerezh ar broviñs e 409. Galliciense Regnum, a skrivas Gregor Teurgn e dibenn ar VIvet kantved eus kentañ Rouantelezh Galiza savet gant ar rouaned-se, a deuas da vout katolik.
Er bloaz 585 e teuas ar roue vizigot Leovixildo betek Galicia war zigarez diskar Andeca hag adlakaat Eborico da roue, hogen ur wech staliet er vro setu Leovixildo o kemer ar gurunenn hag echu e voe gant rouantelezh ar Sueved e rouantelezh Galiza.