Remengol[1] pe Rumengol[2], a oa betek 1971 ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed, nepell diouzh Kastellin, stag bremañ ouzh kumun ar Faou.
Evel evit hini Remengol, kumun er Mor-Bihan eo diasur orin an anv. Ar furm ofisiel implijet e galleg, «Rumengol», ha na glot ket gant distagadur tud ar vro e brezhoneg, a zeu diwar ur falsetimologiezh gant an elfenn run (torgenn)[6] (stummoù kozh: «Remungol» e 1173 ha 1536, «Remengol» e 1651).