Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Reinhard Heydrich
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Rann eusReinhard Heydrich assassination, dramatic portrayals of Reinhard Heydrich Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denReinhard Heydrich Kemmañ
Anv ganedigezhReinhard Tristan Eugen Heydrich Kemmañ
Anv-bihanReinhard Kemmañ
Anv-familhHeydrich Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Meu 1904 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHalle (Saale) Kemmañ
Deiziad ar marv4 Mez 1942 Kemmañ
Lec'h ar marvPraha Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan, sepsis Kemmañ
Killed byJan Kubiš, Jozef Gabčík Kemmañ
Lec'h douaridigezhInvalids' Cemetery Kemmañ
TadRichard Bruno Heydrich Kemmañ
MammElisabeth Krantz Kemmañ
Breur pe c'hoarMaria Heydrich, Heinz Heydrich Kemmañ
PriedLina Heydrich Kemmañ
BugelHeider Heydrich Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
ImplijerGestapo Kemmañ
Kargmember of the Reichstag of Nazi Germany, President of Interpol, Chef der Sicherheitspolizei und des SD Kemmañ
Bet war ar studi eTechnical University of Munich, Hans-Dietrich-Genscher-Gymnasium Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
SportIskrim Kemmañ
Grad milourelSS-Oberst-Gruppenführer, Obergruppenführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeSchutzstaffel Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Deutschvölkischer Schutz und Trutzbund Kemmañ
E 1940

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Reinhard Heydrich

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Reinhard Tristan Eugen Heydrich (Halle, 7 a viz Meurzh 1904Praha, 4 a viz Even 1942), a oa un obergruppenführer eus ar Schutzstaffel, ur penn uhel eus ar Gestapo, rener ar Reichssicherheitshauptamt (RSHA), protektour Bohemia ha Moravia, hag un adeiladour eus al Loskaberzh. Ren a rae kendiviz Wannsee ha divizet e voe gantañ an "diskoulm diwezhañ" war divoud ar "gudenn yuzev", diwar urzh Hermann Göring.

Diazezour ar Sicherheitsdienst e oa ; an aozadur-mañ a oa karget da neptuiñ ar rezistañs savet a-enep an Trede Reich gant hangas, herzel pe muntrerezh. Harpañ a reas aoziñ Nozvezh ar strink (Kristallnacht), un argad a-enep ar Yuzevien kaset da benn gant ar Sturmabteilung d'ar 9-10 a viz Du 1938. Heydrich a oa atebek war an Einsatzgruppen, ur strollad karget da glask ar Yuzevien en Europa a-bezh hag o hangas pe o lazhañ war al lec'h.

D'ar 27 a viz Mae 1942 e voe gloazet Heydrich en ur gwalldaol ("Operation Anthropoid") e Praha. Mervel a reas en ospital un nebeud deizioù goude. En e enor e voe anvet diouennañ Yuzevien Polonia Aktion Reinhard gant pennoù bras an SS hag ar RSHA.

Gwelet e vez (hag e veze dija pa oa bev) Heydrich evel ofiser SS ha torfedour nazi pennskoueriek : gouennelour, otus, digizidik ha c'hoantek. Krouet ez eus bet meur a rol e filmoù Hollywood war e batrom.

Levrlennadur

Liammoù diavaez