Rawson (pe Trerawson e kembraeg) eo kêrbenn proviñs Chubut en Arc'hantina, ha pennlec'h departamant Rawson . 1128 km emañ eus kêr Buenos Aires, ha 7 km eus ar mor, e Playa Union.
Diazezet e voe kêr d'ar 15 a viz Gwengolo1865 gant trevadennerien eus Kembre. Anvet e voe Trerawson, diwar anv Guillermo Rawson, ministr a roas skoazell d'an enbroidi.