Rembrandt, Skrapadenn Proserpina, e-tro 1632, Gemäldegalerie Berlin.

Proserpina zo anv un doueez roman, hini ar c'houlzoù-bloaz, ha rouanez an Ifernioù. He far a oa e sevenadur Hellaz kozh, Persefone hec'h anv. Brudet eo ar mojennoù ma oa bet skrapet digant he mamm, Keres (pe Demeter en Hellaz), gant an doue Pluto (pe Hades).

Proserpina, gant Dante Gabriel Rossetti. (Jane Morris eo ar vaouez poltredet amañ).

Anvioù-lec'h

Diwar hec'h anv eo bet anvet kêr vihan Proserpine en Aostralia.

Arz

Livet eo bet he skrapadenn gant meur a arzour, evel Rembrandt, pe kizellet evel gant Bernini.


Liammoù diabarzh


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Proserpina

a vo kavet e Wikimedia Commons.