Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask.

Post (pester pe postoù, el liester) a vez lavaret eus meur a dra e brezhoneg.

Un dra sanket en douar

Gallout a ra bezañ ur pezh hirik e koad, metal, simant, hag all, a sanker en douar pe e stalier warnañ :

Labour-douar

Ul labourer-douar krog e pester an alar, e Wengen, e Südtirol, er bloavezhioù 1960.

Gallout a ra bezañ brec'h un arar ma komzer eus pester an arar.

Kordenn

Gallout a ra bezañ pakad neudennoù gros gweet asambles d'ober ur gordenn ma komzer eus postoù ur gordenn.

Lizherenn

Ar rann serzh e-barzh skrivadur ul lizherenn.

Poent da vezañ tretet war roll an divizoù

En ur brezegenn, un diviz, ur roll-labour… e c'heller diboullañ poentoù pe temoù dibar a reer ar postoù anezho hag a reer dave outo diwar o urzh.

Labour

Gallout a ra bezañ al lec'h labour, ha karp pe micher da-heul pa lavarer eus un den en deus ur post mat. Komz a reer eus ur post-labour.

Ar Post

Dastumad boestoù-post saoz e-touez ar gwez.

Ul lec'h arsav e oa pa veajed gwechall gant kirri sachet gant kezeg, ha war un dro an ti ma veze kavet kezeg diskuizh, hag un den anvet postilhon karget d'ober war e dro. Diwar-se eo bet anvet ar post, ar melestradur karget da gas lizheroù, gant ar c'harr ha gant kezeg gwechall, hag al lec'h ma vez roet al lizheroù (pe lizhiri) da gas.

Skouerioù melestradur ar seurt-se e broioù zo :

Gwelout boest-post, ti-post, kod-post, kartenn-bost, postel.

.post zo un anv domani internet miret d'ar servijoù post.

Skingomz ha skinwel

Gallout a ra ober dave d'ur benveg skingomz pe skinwel :

Benveg

Gallout a ra bezañ ur benveg.

Dre astenn, sikour, harp

Anvioù-familh

Post, von Post ha van der Post zo anvioù nederlandek pe alamanek :

Postek zo un anv-tiegezh brezhonek.

Anvioù-lec'h

Kavet e vez e anvioù-lec'h ivez :

E saozneg

Skouerenn eus ar Washington Post.

E saozneg e kaver ar ger en anvioù kazetennoù :

E latin

E latin eo un araogenn, a dalv kement ha goude, hag a gaver er ger post-scriptum.

Adkemeret e vez ar ger e saozneg da fardañ gerioù nevez : post-war, post-punk, post-modern ...

Pennadoù kar