Pomerania (Pommern en alamaneg, Pomorze e poloneg) zo ur rannvro istorel en hanternoz Alamagn ha Polonia a-hed ar Mor Baltel, en daou du d'ar stêr Oder. Dont a ra an anv eus an anv slavek kozh po more = "arvor" (stummet evel an anv brezhonek eo an anv slavek, gant ur rakger po dirak an anv more, "mor").

Arvor ar Mor Baltel, gant an harzoù hag ar bevennoù melestradurel zo bremañ
Dugelezh Pomerania er XVIIvet kantved.

Er Grennamzer e voe savet un Dugelezh a voe tro-ha-tro en Impalaeriezh Santel Roman pe e dalc'h Danmark, Polonia pe Sveden. Tamm-ha-tamm e voe staget ouzh Prusia. Etre 1816 ha 1945 e oa Pomerania ur broviñs eus Prusia.

Hiziv an deiz eo rannet ar rannvro istorel-se e meur a lodenn :